15 Ebrel
Neuz
(Adkaset eus 15 a viz Ebrel)
| ||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||
Darvoudoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 1450: Emgann Formigny.
- 1755 : embannadur ar geriadur hollsaoznek bras kentañ gant Samuel Johnson, A Dictionary of the English Language.
- 1877 : kentañ nij ur viñsaskell gant an ijinour italian Enrico Forlanini.
- 1896 : dibenn ar C'hoarioù Olimpek kentañ en Aten.
- 1912 : peñse ar mordreizher Titanic.
- 1941 : bombezadeg Béal Feirste, e Norzhiwerzhon, gant kirri-nij al Luftwaffe : mil den lazhet ha 56 000 ti distrujet.
- 1955 : digoradur ar preti McDonald's kentañ e Des Plaines e Stadoù Unanet Amerika.
- 1989 : deroù emsavadeg ar blasenn Tiananmen e Republik Pobl Sina.
- 2019 : un tan-gwall a zistruj iliz-veur Notre-Dame Pariz
Ganedigezhioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 1452 : Leonardo da Vinci, arzour hag ijinour italian.
- 1469 : Gourou Nanak Dev, saver ar relijion sikh.
- 1684 : Katelin Iañ, impalaerez Rusia, eil gwreg an tsar Pêr ar Bras.
- 1707 : Leonhard Euler, matematikour suis.
- 1772 : Étienne Geoffroy Saint-Hilaire, bevoniour gall.
- 1797 : Adolphe Thiers, alvokad, istorour, kazetenner ha den-stad gall.
- 1806 : Emile Souvestre, skrivagner gallek a Vreizh.
- 1831 : Eugène Poubelle, prefet Pariz.
- 1901 : René Pleven, politikour a Vreizh.
- 1906 : Denis Marion, skrivagnour gallek, breutaer, kelennour skol-veur ha mestrc'hoarier echedoù belgiat.
- 1910 : Miguel Najdorf, mestrc'hoarier echedoù poloniat-arc'hantinat.
- 1912 : Kim Il Sung, politikour Korea.
- 1920 : Richard von Weizsäcker, politiker alaman, Prezidant Alamagn.
- 1936 : Raymond Poulidor, marc'hhouarner gall. Aet ar maout gantañ da-geñver Tro Bro-Spagn e 1964.
- 1959 : Emma Thompson, aktorez saoz.
Marvioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 1865 : Abraham Lincoln, prezidant Stadoù Unanet Amerika (1861-1865).
- 1969 : Victoria Eugenia de Battenberg, rouanez kenseurt Spagn.
- 1980 : Jean-Paul Sartre, skrivagner ha prederour gall, kinniget dezhañ Priz Nobel al Lennegezh (nac'het gantañ).
- 1986 : Jean Genet, barzh, dramaour ha skrivagner gall.
- 1989 : Madeleine Lagadeg, Breizhadez, lazhet gant soudarded en El Salvador.
- 1989 : Charles Vanel, aktour ha sevener gall.
- 1990 : Greta Garbo, aktorez svedat.
- 1998 : Pol Pot, diktatour Kambodja.
Lidoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Deiziadur henroman : XVII ante calendas Maias / Fordicidia / Ludi Ceriales IV = XVIIvet deiz kent In Mae; Arberzh ur vuoc'h leun; Pevarvet devezh c'hoarioù gouestlet da gCeres.