Mont d’an endalc’had

Miguel Najdorf

Eus Wikipedia
Miguel Najdorf

Miguel Najdorf (Moishe Mieczysław Najdorf) a zo bet ganet d'ar 15 a viz Ebrel 1910 e Grodzisk Mazowiecki (Polonia) ha marvet d'ar 4 a viz Gouere 1997 e Malaga (Spagn).

Ur c'hoarier echedoù poloniat-arc'hantinat e oa. Heuliañ a reas kentelioù Savielly Tartakower.

Pa darzhas an Eil brezel bed e 1939, edo e Buenos Aires en Arc'hantina, e-lec'h ma oa o c'hoari e anv Polonia en 8vet Olimpiadenn Echedoù. Dre ma oa yuzev e komprenas an arvar a vefe bet evitañ distreiñ da Bolonia: divizout a reas chom da vevañ en Arc'hantina ha bout broadet arc'hantinat. Ur ranngalon e voe evitañ. E familh a-bezh a voe drouklazhet e kampoù ar marv.

Kevezadegoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Trec'h e voe eizh gwezh, e Buenos Aires bewezh : e 1949, e 1951, e 1952, e 1955, e 1960, e 1964, e 1967 hag e 1975.

C'hoari a reas e skipailh Arc'hantina e 1950, en 9vet Olimpiad e Dubrovnik (Yougoslavia) asambles gant Héctor Rossetto, Julio Bolbochán, Carlos Guimard hag Herman Pilnik, ar skipailh a dapas an eil plas war-lec'h hini Yougoslavia.

Kemm Najdorf en Difenn Sikilian

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Luziet ha doujet e vez an digoradenn-mañ, degaset gant Najdorf hag implijet alies evit respont ouzh 1.e4, da skouer gant kampionoù e-giz Bobby Fischer ha Garry Kasparov:

1. e4 c5

2. Mf3 d6

3. d4 cxd4

4. Mxd4 Nf6

5. Mc3 a6

Ul levr diwar e benn

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • (en)Tomasz Lissowski hag Adrian Mikhalchishin, Najdorf: life and games, Embannadurioù Batsford, London 2005. ISBN 0-7134-8920-0 .

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]