Mont d’an endalc’had

Málaga

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Malaga)
Málaga
kumun spagnat
Rann eusMálaga Notary District, Málaga-Costa del Sol Kemmañ
Deiziad krouiñ1834 Kemmañ
Anv ofisielMálaga Kemmañ
Anv er yezh a orinMálaga Kemmañ
Anv annezidimalagueño, malagueña, Malaguène, Malaguène Kemmañ
StadSpagn Kemmañ
Kêr-benn eusProviñs Málaga, Málaga-Costa del Sol, Taifa of Málaga Kemmañ
Kêr-bennMálaga City Kemmañ
E tiriadProviñs Málaga Kemmañ
Gwerzhid-eurUTC+01:00 Kemmañ
War riblMor Kreizdouar Kemmañ
Daveennoù douaroniel36°43′0″N 4°25′0″W Kemmañ
Post dalc'het gant penn ar gouarnamantmayor of Málaga Kemmañ
Penn an aotrouniezhFrancisco de la Torre Prados Kemmañ
Contains settlementMálaga City Kemmañ
Perc'henn warPalacio Deportes José María Martín Carpena, La Rosaleda Stadium Kemmañ
Erlec'hiañ a raMalaca Kemmañ
Darvoud-alc'hwezSiege of Málaga Kemmañ
Kod-post29001–29018 Kemmañ
Lec'hienn ofisielhttp://www.malaga.eu/ Kemmañ
Banniel (deskrivadur)Symbols of Málaga Kemmañ
ArdamezioùSymbols of Málaga Kemmañ
Istorhistory of Málaga Kemmañ
Sant paeronOur Lady of Victory, Ciriaco and Paula Kemmañ
Ekonomiezh an danvezeconomy of Málaga Kemmañ
Kod pellgomz an takad95 Kemmañ
Kod plakenn varilhMA Kemmañ
Category for the view of the itemCategory:Views of Málaga Kemmañ
Rummad evit ar c'hartennoùCategory:Maps of Málaga Kemmañ
Map
An ti-kêr.

Málaga eo kêr-benn Proviñs Málaga, en Andalouzia, e kreisteiz Spagn, war aod ar Mor Kreizdouar. Eil kêr vrasañ Andalouzia eo enni 568 305 annezad e 2009 ha 578 460 e 2020. Diazezet e voe en VIIIvet kantved kt JK gant ar Fenikianed, se zo kaoz eo unan eus kêrioù koshañ Europa.

Elfennoù moneizoù eo an dielloù koshañ a hañval ober meneg eus Málaga, peogwir e vefe bet ur stal-gognañ er c'horn-bro e-pad ar marevezh punek. Ar ger 𐤌𐤋𐤊𐤀 a vez kavet war ar pezhioù moneiz-se, translizherennet mlkʾ, ar pezh a derevfe, hervez an damkaniezh wirheñveloc'h, diouzh ar pennrann semitek *m-l-k : «bezañ roue, ren, kaout damani». Kement-se a ziskouez moarvat edo war dakad Málaga un idoldi pe azeuldi (templ) evit enoriñ un doueez, Astarte ("rouanez an neñv" a vez graet sur a-walc'h anezhi e-barzh an doueedoniezh semitek). Kerkent hag ar XVIIvet kantved e oa bet displeget gant an istorour Martín de Roa e teue ar ger Malaca eus an hebreeg מלכה *malkah «rouanez», o tiazezañ e deorienn war arroudenn Strabon hag a lavare kement-mañ diwar-benn ar ger : "priñsez e-touez ar re all war an aod-mañ". Implijet eo ivez gantañ an arguzenn lizheregouriezhel (filologiezhel) o tiskouez e oa heñvel ster anv ar gêr en arabeg : "Ar Maoured a anve anezhi gant ar memes ger : Malaq i al natural della Malaqui, al rey Meliq...».[1] Ma soñjer eo diazezourien kêr Valaka a orin eus Tir e Fenikia, o c'houzout e oa Melqart (mlk-qrt, roue + kêr) doue pennañ ar gêr-se , ha goude ma vez gwelet war pezhioù moneiz stal-gognañ Malaka un azeuldi en tu garenep ha skeudenn un doue en tu penn, degas a ra d'an arbennigourion hag d'an istorourien da soñjal e oa gouestlet an azeuldi-se hag an anv kêr d'an doue pennañ-se.[2]

Lec'hiet eo Málaga war an aod e kornôg ar Mor Kreizdouar hag e su al Ledenez iberek. Emañ war-dro 100 km er reter da Strizh-mor Jibraltar, 130 km er reter da Darifa, ha war-dro 130 km en hanternoz da aodoù Afrika. War un dachenn a 398,25 km² en em astenn ar gumun, e Menezioù Málaga en Norzh, hag e Traoñienn ar Guadalhorce er c'hornôg. E kreiz ur pleg-mor emañ, gronnet gant menezigi (aradennadoù menezioù) : Sierra Mijas ha Menezioù Málaga. E Málaga ez eus div stêr oc'h en em deurel er mor : ar Guadalhorce hag ar Guadalmedina.

"La verde y morada" (gwer-ha-limestra) a vez graet eus banniel Málaga. Keitrannet eo e div lodenn a-sonn : liv limestra an hini gleiz, gwer an hini dehoù, hag e kreiz ar banniel emañ an ardamezioù-kêr.

Cerro del Villar eo anv an drevadenn gentañ savet eno tro 800 betek 500 kent JK gant ar Fenikianed, war un enezenn a oa lec'hiet e-kreiz aber ar Guadalhorce d'ar mare-se.[3]

Monumantoù ha traoù heverk

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • An Alcazaba, kreñvlec'h savet gant an Hammudited en XIvet kantvet.
  • An iliz-veur, Catedral de la Encarnación
  • Kastell Gibralfaro

Tud ganet eno

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. (es) Pedro Rodríguez Oliva, Historia de Málaga. Málaga en la antigüedad, Prensa Malagueña S.A., 2007
  2. (es) BLÁZQUEZ MARTÍNEZ José María, Últimas aportaciones a la presencia de fenicios y cartagineses en Occidente (diellet), embannet gant Skol-veur Madrid d'ar 26 a viz Du 2011, diell Webarchive an 8 a viz Kerzu 2011
  3. (es) Cerro del Villar, de enclave comercial a periferia urbana: dinámicas coloniales en la bahía de Málaga entre los siglos VIII y VI a.C.