Passau
Neuz
Passau zo ur gêr eus Bavaria, e su Alamagn. E 2006 e oa 50 644 o chom enni.
Emañ Passau war harzoù Aostria. Graet e vez anezhi an Dreiflüssestadt ("kêr an teir stêr"), dre m'emañ ar stêrioù Inn hag Ilz o'n em deurel er stêr Danav enni. En amzer ar Gelted e oa eno un oppidum anvet Boiodurum, diwar anv ar bobl Boii hag ur gêr roman a voe goude-se.
Er XVvet kantved e voe savet an iliz-veur, Dom Sant Stephan. Ograoù brasañ ar bed a gaver enni, gant 17 774 a gorzennoù.