Mont d’an endalc’had

Strizh-mor Jibraltar

Eus Wikipedia
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ
Strizh-mor Jibraltar gwelet gant ull loarell. A-gleiz Spagn, a-zehou, Maroko.

Strizh-mor Jibraltar, e su Spagn, e norzh Maroko, e reter ar Meurvor Atlantel, e kornôg ar Mor Kreizdouarel, a ra an disparti etre an daou vor-mañ. 14,4 km a ledanded a zo dezhañ hag un donded war-dro 300 m. En Henamzer e veze anvet «Pileroù Herkul» ha «Kalpe» ivez, met dont a ra e anv eus djebel Tarik (Menez Tarik) diwar anv ar jeneral berber Tariq ibn Ziyad pa treuzas-eñ ar strizh-mor e miz Ebrel 711 evit kentañ tagadenn ar vuzulmaned a-enep Spagn ar Wizigoted.

Geopolitikerezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ul lec'h geostrategel pennañ eo strizh-mor Jibraltar war an hent-merdeiñ etre ar Meurvor atlantel hag ar Mor Kreizdouarel. Ul lec'h evit an dreizhidell etre Afrika hag Europa eo, etre Maroko ha Spagn, ar re-mañ div riez staliet war e riblennoù hag ur monedone diehan etrezo. War ar riblenn norzh, war ul ledenez bihan ha roc'hellek, ez eus ur stad emren bihan staget ouzh Breizh-Veur evel un tiriad tramor. Tabut bras a zo bet hag a vez c'hoazh diwarnañ etre Breizh-Veur ha Spagn pa'z eus un diazezlec'h evit morlu Breizh-Veur eno oc'h evezhiañ ar monedone etrekevandirel koulz ha treizhidell al listri eus Europa da Azia ha d'ar Reter-Nesañ.
"Kreñvlec'h Jibraltar", evel "Kreñvlec'h Malta", en deus bet ur roll eus ar re bouezusañ evit herzel ouzh Alamagn nazi a gontrolliñ ar Mor Kreizdouarel e-pad an Eil brezel bed