Mont d’an endalc’had

Kaozeal:Strizh-mor Jibraltar

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Eus Wikipedia

Perak Jibraltar? Tost an holl a ra gant Gibraltar. Bianchi-Bihan (kaozeal) 10 Ebr 2017 da 16:45 (UTC)[respont]

N'eus /g/ ebet en anv arabek جَبَل طَارِق jebel Tāriq, ur /ʒ/ "j" zo en arabeg klasel hag ur /dʒ/ "dj" en arabeg ar Maghreb. Taolit ur sell war gerdarzh an anv amañ hag amañ ivez ; /j/ eo er skritur japanek katakana, gwelit amañ.
Un dibab zo d'ober neuze : ober gant anv al lec'h e yezh al lec'h, pe gant an anv "etrebroadel". — 90.32.240.64 10 Ebr 2017 da 17:26 (UTC)[respont]

Just a-walc'h. Pe e reer gant un anv istorel, anavezet er bed a-bezh, pe gant un anv "lec'hel", a-hervez. Met implijet gant piv? testeniekaet ? Bianchi-Bihan (kaozeal) 10 Ebr 2017 da 18:29 (UTC)[respont]

« Met implijet gant piv? testeniekaet ? » ?? Daveoù am eus roet ; sellit ouzh ar pennad arabek hag ouzh an hini persek ivez. E brezhoneg e c'heller ober gant Jebel Tariq (pe Jabal Tariq mar dibaber /a/ e-lec'h /e/ evit an alif arabek, a zo etre an daou) rak an anv gwirion hag istorel (gw. an daveoù) eo e yezh ar vro, pe gant Gibraltar diwar skouer an darn vuiañ eus ar yezhoù all. Kalet eo /g/ e brezhoneg, met Spagnoliz a ra gant ar jota ; Japaniz zo chomet tostoc'h d'an distagadur /ʒ/ orin, evel aozer ar pennad e 2006 — diwar an arabeg pe diwar ar galleg, se zo da vout goulennet digantañ... tremen 11 vloaz goude. — 90.32.240.64 10 Ebr 2017 da 18:58 (UTC)[respont]
Evit ar re a lenn ar c'helaouennoù brezhonek: Bremañ, niv. 413 (C'hwevrer-Meurzh 2017), p. 17, ur pennad diwar-benn Jibraltar.--92.135.194.96 10 Ebr 2017 da 19:18 (UTC)[respont]

Marteze eo sinet ar pennad? gant piv? Bianchi-Bihan (kaozeal) 10 Ebr 2017 da 20:25 (UTC)[respont]