Tariq ibn Ziyad
Táriq ibn Ziyad طارق إبن زياد | |
---|---|
![]() | |
Jeneral Omeyad | |
Anv badez | Táriq ibn Ziyad |
Lesanvioù | Tárik ar Born |
Deiziad ganedigezh | Dianav VIIvet kantved marteze 670 |
Lec'h ganedigezh | Dianav, Ifrikiya, Kalifad Omeyad |
Aet da anaon | 720 (50 vloaz) |
Bro | ![]() |
Micherioù | Sklav |
Skour | Ifrikiya, Kalifad Omeyad |
Emgannoù pennañ | Aloubadeg Islamek Spagn (29 a viz Eost 711- 714) Emgann Guadalete (711 pe 712) |
kemmañ ![]() |
Tariq ibn Ziyad (arabeg : طارق إبن زياد), ganet er VIIvet kantved hag aet da anaon e 720, a oa ur jeneral muzulman eus lu Kalifiezh an Omeiaded hag a voe trec'h e 711 war ar roue vizigot Roderico (pe : Rodrigo) en emgann Guadalete, ma varvas Roderico.
A orin berber e oa, evel Tarif ibn Malik ha Munuza, ha ganto edo e penn aloubadeg islamek Spagn.

Brudet eo dreist-holl da vezañ kaset, adalek hanternoz Maroko, ha dindan ar jeneral Moussa Ibn Noçaïr, an arme omeiad vuzulman da aloubiñ Spagn. Abaoe an trec'h-se eo anavezet an anv Jibraltar a zo un anv arabek, Djebel Tariq (جبل طارق, Jabal Ṭāriq), « Menez Tariq ».
Galvet e oa bet gant mibien ar roue vizigot Witiza da reiñ skoaz d'ar brezel diabarzh etre int ha Roderico. Harp a gavas digant ar Yuzevien heskinet gant ar Vizigoted, gant enebourien ar roue, re an Iliz katolik roman, ha dreist-holl harp ar c'hont Juluan, gouarnour Ceuta, a bourchasas al listri dezhañ.
An darn vrasañ eus ar skridoù diwar-benn Tariq hag an aloubadeg arab a voe savet gant istorourien vuzulman, meur a gantved goude an darvoudoù.