Redon

Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
Redon | ||
---|---|---|
![]() Ar Gwilen e Redon. | ||
![]() | ||
Anv gallaouek | Redon | |
Anv gallek (ofisiel) | Redon | |
Bro istorel | Bro-Gwened | |
Melestradurezh | ||
Departamant | Il-ha-Gwilen | |
Arondisamant | Redon (isprefeti) | |
Kanton | Redon (pennlec'h) | |
Kod kumun | 35236 | |
Kod post | 35600 | |
Maer Amzer gefridi | Pascal Duchêne 2014-2020 | |
Etrekumuniezh | Redon tolpad-kêrioù (sez) | |
Bro velestradurel | Bro Redon | |
Lec'hienn web | www.redon.fr | |
Poblañsouriezh | ||
Poblañs | 9 315 ann. (2020)[1] | |
Stankter | 617 ann./km² | |
Douaroniezh | ||
Daveennoù lec'hiañ | ||
Uhelderioù | kreiz-kêr : 12 m bihanañ 0 m — brasañ 73 m | |
Gorread | 15,09 km² | |
kemmañ ![]() |
Redon a zo ur gumun hag ur gêr eus Breizh e departamant Il-ha-Gwilen. Pennlec'h Kanton Redon hag Arondisamant Redon eo.
Douaroniezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Anv[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Stummoù skrivet
- Erwan Vallerie ː Roton, 832; Rothon, 1089; Rothonum, 1100; Rothenum, 1449; Rothono, 1453; Regidonum, 1108
Gerdarzh
Deveret eo an anv Redon eus ur ger keltiek kozh : roto (ar rod) (daveoù a vank) ha n'en deus netra da welet gant anv Roazhon (pe hini ar Riedones (pobl c'halian tro-dro da Roazhon).
Ardamezioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
En glazur e lestr greet ha gwisket en argant war ur mor ivez en argant, e gab en argant karget gant pemp erminig en sabel. |
Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Orin[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- A-drugarez d'ar Gwilen e oa bet kreñv ar c'henwerzh en arvor er Grennamzer. Chom a ra c'hoazh tiez kozh armatourien war ar porzh.
XIVvet kantved[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Er bloaz 1364, diazezet e oa gant Raoulet d'Apremont, bet floc'h e-kerzh Emgann a Tregont, hag e gwreg Julienne Soual, chapeleniezh la Perche.
XVvet kantved[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- E 1449 e voe lakaet Redon da benn un eskopti, Eskopti Redon, bet savet e miz Even ha diskaret e miz Kerzu[4]
Dispac'h Gall[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
XIXvet kantved[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- 1862: tizhet eo Redon gant an hent-houarn.
XXvet kantved[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Brezel-bed kentañ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- 209 gwaz a gollas o buhez abalamour d'ar brezel hervez monumant ar re varv, d.le. 3,12% ag ar boblañs hervez an niveradeg bet graet e 1911[6].
Eil Brezel-bed[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- D'an 21 a viz Even 1940 e tegouezhas al lu alaman e Redon[7].
- Dieubet e voe Redon d'ar 5 a viz Eost 1944 gant "Combat Command B" ar 6th Armored Division eus lu SUA[8].
- Mervel a reas 52 zen eus ar gumun abalamour d'ar brezel[9].
Brezel Korea[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Ur soudard a voe lazhet e Munchi e miz Meurzh 1951. Douaret e voe e Redon.
Broioù all[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- TOE: daou vilour a varvas.
Darvoudoù-sport a bep seurt[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- 4 a viz Gouere 2011 : 3de tennad-hent Tro Bro-C'hall etre Olonne-sur-Mer (Vañde) ha Redon ; trec'h eo Tyler Farrar (Stadoù Unanet).
Ger-stur Redon[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
"Kear vihan, brud vras" : skrivet eo ar frazenn-mañ e-tal an ti-kêr. E 1908 e oa bet enskrivet war an ti-kêr. Ar stumm leonad ti kear a oa ur choaz aratoz gant ar rannvroelourien a-benn stagañ muioc'h c'hoazh kêr redon ouzh Breizh Izel.
Monumantoù ha traoù heverk[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Brezelioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Bez ar C'hommonwealth e bered ar gumun[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Bro | Niver a soudarded | Anv |
---|---|---|
![]() |
1 | William Henry Kriehn[10] |
Hollad | 1 |
Soudard en Tirlu e oa. Marvet eo d'ar 5 a viz Here 1939 e-pad an Eil brezel-bed. [11].
Monumant ar re varv[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Monumant ar re varv[12].
Emdroadur ar boblañs abaoe 1793[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Melestradurezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Mare | Anv | Strollad | Karg | |
---|---|---|---|---|
2014 | → bremañ | Pascal Duchêne | Dehoù diseurt | Kelenner |
2007 | 2014 | Vincent Bourguet | UDI | Kelenner |
2001 | 2007 | Jean-Michel Bollée | Dehoù diseurt | Kuzulier departamant (1995-2007) |
1995 | 2001 | Alain Madelin | UDF | Kannad (1978-2007) Kuzulier departamant (1994-1995) |
N'eo ket anavezet c'hoazh an holl fedoù. |
Brezhoneg[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Ur roll pouezus zo bet c'hoariet gant kêr Redon en istor ar brezhoneg. Ac'haleno e teu ar pep brasañ eus ar pezh a anavezer eus an henvrezhoneg a-drugarez da diellevr Redon.
Unan eus an nebeud kêrioù eus Breizh-Uhel ganti ur ger-stur brezhonek eo Redon.
Ya d'ar brezhoneg[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
D'an 10 a viz Here 2008 e oa bet votet ar garta Ya d'ar brezhoneg gant kuzul-kêr ar gumun.
Kelenn d'ar vugale[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Kerkent ha votet al lezenn Deixonne e 1951 e voe digoret kentelioù brezhonek e lise prevez ar Salver e Redon. E-kerzh ar bloavezhioù 70 e veze kelennet istor ha sevenadurezh Breizh bep sizhun d'an holl liseidi e lise ar Salver. Er bloavezhioù 1978 ha 1979 e oa kentelioù brezhoneg gant Herve Frangeul eno ha, goude-se, gant Brigitte Corne. Herve Frangeul a ginnige ivez kentelioù istor ha yezh e lise publik Beaumont e dibenn ar bloavezhioù 1970. Goude-se e voe Fulup Lanoë a gelennas ar yezh eno e-kreiz ar bloavezhioù 80 kent na voe tro ar c'helenner Jean-Jacques Boisdron e lise Beaumont hag e skolaj publik Bellevue.
E Redon eo bet o kelenn ivez Pierrick an Danteg, Louis Lijour, Jakez-Erwan Mouton ha Yann Duchet.
E 1988 e oa bet goulennet gant kerent 62 bugel eus Redon ma vefe savet ur skol zivyezhek e kêr met ne voe nemet e 1997 ma voe aotreet digeriñ an hentad divyezhek kentañ. Berzh a reas hepdale.
E distro-skol 2022 e oa enskrivet 135 skoliad er c'hlasoù divyezhek (12,6 % eus skolidi ar gumun evit a sell ouzh ar c'hentañ derez)[14]
Un hentenn divyezhek a zo e Skolaj ar C'hleuz Sant Jozeb eus al live c'hwec'hvet betek al live trede. Desket e vez brezhoneg hag istor-douaroniezh dre ar brezhoneg. 24 bugel a zo en hentenniad er bloavezh 2017.
- Niver a vugale skoliet e klasoù divyezhek Redon :
|
|
Kelenn d'an dud deuet[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
E 1979 e oa kentelioù brezhoneg e kreizenn sokial Redon gant ar gevredigezh Koun Nominoe hag e 1983 e voe krouet kleub ar vrezhonegerien evit bodañ ar yezherien a felle dezho eskemm e brezhoneg pe deskiñ lenn ha skrivañ. E 1987 e voe krouet ar gevredigezh Gwezenn gant Emile Granville evit kelenn ar yezh. Abaoe ez eus bet kentelioù dizehan e kêr bep bloaz.
Prizioù dazont ar brezhoneg[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- E 2009 e oa bet roet da di-kêr Redon eil Priz dazont ar brezhoneg, rummad "Strollegezhioù" gant Ofis ar Brezhoneg. [4]
Buhez sevenadurel[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Gouel ar c'histin (foar an Teillouse) e fin miz Here pep bloaz. E-pad foar an "Teillouse" e vez debret kistin krazet, ur meuz dibar eus Redon. Met klañv eo ar gwez kistin e Bro Redon. Digreskiñ a ra ar produiñ kistin abaoe 30 vloaz.
- Gouel an Dolgenn aour : gouel tonioù hengounel, kontadennoù ha sonerezh a Vreizh-Uhel. E-pad ar gouel e vez kanet e galleg, gallaoueg ha brezhoneg ivez (kan ha diskan).
- Bugale skol an Itron-Varia ha skolajidi ar C'hleuz o deus savet ur bladenn get Erwan Burban e 2006. Titl ar bladenn a zo "A benn dilun".
- E Redon ez eus ur skol sonerezh klasel hag ur skol sonerezh hengounel (gant 500 skoliad e pep hini anezho).
Tud istor Breizh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Nevenoe[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Nevenoe a oa rieg Breizh e 819. Gounezet en deus e 845 un emgann e Baen a-enep d'ar Franked. An Istorour Arthur De La Borderie en doa graet anezhañ : " Tad ar Vro ". E koun Nevenoe e oa bet savet un delwenn war plasenn an iliz e Baen.
Sant Konwoion[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Savet e oa bet Redon en 832 gant Konwoion. Ar manac'h Konwoion en doa savet ivez un abati hag un iliz etre 842 ha 853. Un delwenn zo bet staliet e-tal skolaj Bellevue, war dosenn Beaumont.
Tud[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Tud bet ganet eno[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- 1871 : Arthur Bernède, romantour gallek bet krouet meur a dudenn gantañ (Belphégor, Judex ha Mandrin en o zouez)
- 1956 : Philippe Chevallier, fentigeller
Tud bet marvet eno[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- 2015 : Albert Poulain, konter, kaner, dastumer
Tud liammet gant ar gumun[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Jacques Pâris de Bollardière, skoliad e Skolaj ar Salver adalek 1917 betek 1924
- Hervé Bazin, skoliad er Salver.
- Émile Granville, bet prezidant Komite Gwernioù ha Stêrioù Bro-Redon ha Gwilen, bet prezidant Breizh Adunvan, mouezh-aotreet Strollad Breizh, eilmaer Redon e karg an aferioù sokial hag an diorren padus
Ardamezeg ar familhoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
![]() |
Mathieu le Bart,
bet kañseller Breizh hag abad Redon; aet da Anaon e 1380 |
En glazur e leonparzh en argant |
![]() |
Guillaume Guéguen,
presidant kentañ ouzh Kambr ar C'hontoù Breizh e 1485; abad Salver-Santel Redon; eskob Noaned; marvet e 1506 |
En argant e wezenn-olivez geotet; e c'hrenn balefarzh en erminoù, karget gant div kadvouc'hal en gul laket en peul. |
Liammoù etrebroadel[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Gevelliñ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Bro | Kêr | Abaoe |
---|---|---|
![]() |
Goch | 1974 |
![]() |
Andover | 1977 |
Kevelouri[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
bro | kêr | abaoe |
---|---|---|
![]() |
Curtișoara | 1990 |
Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Contribution à l'enseignement de la langue bretonne dans le Pays de Redon; Unvaniezh ar Gelennerien Brezhoneg; bloavezhioù 1980, hep deiziad.
- Pol Potier de Courcy : Nobiliaire et armorial de Bretagne. Adembannadur Editions des Régionalismes. Cressé. 2011/2014
Notennoù ha daveoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- ↑ Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
- ↑ Ofis ar Brezhoneg (p. 43)
- ↑ Abaoe 1908 e oa bet skrivet ouzh dremm an ti-kêr ; implij ar stumm leonek a oa bet graet a-ratozh dre c'hoant ar rannvroelourien da stagañ muioc'h c'hoazh Redon ouzh Breizh-Izel.
- ↑ B.A. Pocquet du Haut Jussé, "Les papes et les ducs de Bretagne", pajennoù 467 ha 468.
- ↑ J. B. Duverger, Collection complète des lois, décrets, ordonnances, règlemens avis du Conseil d'Etat, Levrenn gentañ, Eil embannadur, Pariz, 1834, p.106
- ↑ [1] Monumant ar re varv - Memorial Genweb
- ↑ Archives départementales du Morbihan, Le Morbihan en guerre 1939-1945, 2009, pajenn 24
- ↑ Eric Rondel, Les Américains en Bretagne, p.142, Éditions Astoure, 2008
- ↑ [2] Monumant ar re varv - Memorial Genweb
- ↑ Lec'hienn memorialgenweb: Ganet e 1907, ezel eus ar Green Howards (Yorkshire Regiment) gant ar renk private (soudard kentañ renk), beziet e oa bet William Henry Kriehn d'ar 05/10/1939 e Redon e bered ar gumun, 32 vloaz e oa. Eric Blanchais en deus e notennet..
- ↑ Commonwealth War Graves Commission
- ↑ [3] Memorial Genweb
- ↑ EBSSA
- ↑ Ofis ar Brezhoneg