Strollad Breizh
Strollad Breizh | |
---|---|
![]() | |
Prezidant | Mathieu Guihard |
Krouidigezh | 2002 |
Sez | An Oriant contact@partibreton.bzh |
Kazetenn | Unité Bretonne |
{{{option-1}}} | {{{valeur-1}}} |
{{{option-2}}} | {{{valeur-2}}} |
{{{option-3}}} | {{{valeur-3}}} |
{{{option-4}}} | {{{valeur-4}}} |
{{{option-5}}} | {{{valeur-5}}} |
{{{option-6}}} | {{{valeur-6}}} |
Ideologiezh | demokratiezh sokial sokial-frankizouriezh kreizouriezh broadelouriezh dizalc'houriezh |
Kenvreuriadur da live ar Stad C'hall | {{{gall}}} |
Kenvreuriadur european | FUEN |
Kenvreuriadur etrevroadel | {{{etrevroadel}}} |
Livioù* | glas sklaer |
Lec'hienn internet | partibreton.bzh (e brezhoneg) |
gwelet ivez Politikerezh Breizh |
Strollad Breizh a zo ur strollad politikel broadelour breizhat, e c’hoant bezañ krouiñ ur “Republik Breizhat”, ezel eus Unvaniezh Europa.
Programm[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Krouet eo bet ar strollad politikel-mañ e 2000. C’hoant en deus reiñ da Vreizh (hini ar 5 departamant) an ensavadurioù evit he diorroidigezh armerzhel, sokial, sevenadurel, politikel hag e-keñver an endro. E bal a zo kaout ensavadurioù heñvel ouzh re broadoù all e Europa, da skouer Bro-Skos, Bro-Iwerzhon pe Katalonia.
Dre welout Breizh evel ur vroad (gant gwirioù en Europa eta) e c'houlenn Strollad Breizh krouiñ ur Stad breizhat ezel eus Unvaniezh Europa. Hec'h ensavadurioù a vo anavezet en Europa hag er bed a-bezh d’ar mare-se. Ouzhpenn ar bennaenn (ur broad en deus gwirioù), Breizh en deus pep tra da c’hounit gant an dishualded e-keñver an armerzh hag ar sokial, ar sevenadur pe an en-dro.
Mennozhioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Lugan Strollad Breizh a zo : « Evit Breizh digabestr, embregus, ekologel ha kengred ».
En ur studiañ abegoù « sac’hadur al luskadoù politikel breizhat », ar strollad a asur kaout c’hoant « gwelet ar Vretoned evel m'emaint ha n'eo ket evel m’hon eus c’hoant e vefent ». E-keñver an tuioù a-gleiz pe a-zehoù emañ Strollad Breizh etre ar demokratelezh sokial hag an demokratelezh sokial-ha-frankizour, pa'z eo ar pal pennañ krouiñ ensavadurioù. An unvaniezh eo eo lakaet war-wel, gant ar youl strollañ tud kizidigezhioù a bep seurt ganto. Gant 600 ezel, en o zouez tud hag a stourm evit ur strollad politikel evit ar wech kentañ, Strollad Breizh en deus bet en e vurev izili eus ar c’hreizh-kleiz evel Jean-Paul Moisan, kelenner hag embregerer e Naoned, Olivier Berthelot, Franck Darcel, Iffig Remond, bet maer Sant-Hern, Jacky Flippot, eil-maer Blaen, pe kreiz-dehoù evel Gérard Olliéric, Yves Pelle, bet eil-maer Erge-ar-Mor ha kuzulier-kêr Roazhon, Emile Granville, eil-maer Redon, pe c'hoazh Caroline Ollivro.
Engouestloù a bep seurt[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Karta "Ya d’ar brezhoneg" : e miz Ebrel 2009 eo bet sinet ar Garta Ya d’ar brezhoneg etre SB hag Ofis ar Brezhoneg evit kas ar brezhoneg war-raok en e vuhez diabarz hag e gehentiñ diavaez. An eil strollad politikel eo a sin ar garta-mañ goude ar Re C'hlas.
- Koulzad etrebroadel "Don't nuke the Climate" : e miz Gouere 2009 eo divizet gant SB harpañ anezhañ. Kenurzhiet eo gant ar rouedad "Mont er-maez eus an nukleel", evit Kuzuliadeg ar Broadoù Unanet war Kemmadur an Hin e Kopenhagen.
Aozadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
An aozadur a zo kevreadel. Bez ez eus evit ar poent ur c’hevread evit pep departamant e Breizh, hag ur c'hevread evit an diavaez, diazezet e Londrez, ar sekretour o vezañ Alexandre Delin. Ur gevrenn vras a zo e Pariz. Pep kevread a zilenn e sekretour, hag hervez ar c’hoantoù un eil-sekretour hag un teñzorour. Labour ar sekretour a zo aozañ an emvodoù, bezañ a-berzh ar c’hevread en diavaez pe e diabarzh ar Strollad. Ar sekretourien kevreadel a zo tud a-bouez. N’int ket mistri met tud a-berzh. Izili evel ar re all int. Boaz eo izili ar c'hevread da reiñ o ali diwar-benn sujedoù resis ha lec’hel. Ar sekretour kevreadel a sin ar c'hemmennadennoù e anv ar Strollad pe ar c’hevread.
An ensavioù broadel a zo dilennet e-pad ar c’hendalc’h. Bez ez eo ar c’huzul broadel (Parlamant Strollad Breizh). E izili a zo dilennet e-pad daou vloaz. Komz a reont eus hentoù meur ar Strollad (degemer a ra pe get an testennoù kinniget gant ar stourmerien evit programm ar strollad, kemer strategiezhioù emglev, kannadur, hag all). A-wechoù e vez digor da zilennidi ar c’homisionoù (hag a zo lakaet da skrivañ program ar Strollad diwar-benn sujedoù resis : armerzh, ensavadurioù, hag all) pe izili ar gevrenn lec'hel.
Renet eo ar burev gant ar prezidant dilennet e-pad ar c’hendalc’h. En em vodañ a ra bep 3 miz.
Ur gelouenn diabarz a zo anezhi. Meur a forom internet a zo bet krouet evit eskemm etre an izili pe gant tud eus an diavaez.
Strollad Breizh a zo rannet e kevreadoù lec'hel :
- Kevread Aodoù an Arvor
- Kevread Bro-Leon
- Kevread Bro-Gerne
- Kevread Bro-Sant-Maloù
- Kevread Bro-Roazhon
- Kevread Bro-Naoned
- Kevread Bro-Wened
- Kevread diavaez, hag ennañ kevrenn Enez-Frañs
Askol[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Bet krouet e 2004, Askol a bod dilennidi Breizh, ezel pe tost ouzh Strollad Breizh. O fal a zo labourat evit dishualded ensavadurel Breizh. E brezidant a zo Yann Jestin, eil-maer Lesneven, hag e eil-prezidant Jean-Claude Rivallain, kuzulier-kêr Gwinieg-Breizh.
Ar Vretoned Yaouank[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Rann yaouank ar Strollad eo, bet krouet e 2007 e-pad ar c’hendalc’h. E bal a zo kas da benn obererezhioù e liamm gant ar re yaouank e-keñver ar strollad. Ar Vretoned Yaouank o deus kemeret perzh e 2006 e devezhioù etrevroadel ar re yaouank aozet gant ar Strollad Broadelour Euskarat e Bilbao hag int bet degemeret gant al Lehendakari, penn gouarnamant Euskadi. Liammoù o deus ivez gant minolorezhioù broadel Europa dre an aozadur Youth of European Nationalities, ha bet int bet e Polonia, Danmark ha Tchekia er framm-mañ. Liammoù o deus ivez gant re yaouank strolladoù all evel Plaid Cymru, Nieuw-Vlaamse Alliantie hag all. Aozet o deus koulzadoù diwar-benn adreizh ar skolioù-meur pe betonniñ an aodoù. Kemeret o deus perzh er c'houlzadoù bras evel dilennadegoù an tiez-kêr e 2008 pe c'hoazh dilennadegoù Europa e miz Mezheven 2009.
Yaouankiz a zo anv o c'helaouenn. Ul lec'hienn internet o deus, hag ur bajenn war Facebook.
Dilennadegoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Strollad Breizh en deus meur a wech kinniget danvez-dilennidi.
A-raok 2009[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
War ar renk emañ evit ar wezh kentañ e div zilennadeg darnel ar c'hanton e 2004, hag unan e 2005. E gannaded o deus bet evit ar wech kentañ etre 1,5% ha tost da 4%.
Evit an dilennadegoù kannad e 2007, 4 kannad a zo bet kinniget:
- Yves Le Mestric evit pastell-vro Gwitreg (Il ha Gwilun) eiler Brice Malet. 686 mouezh, ar pezh a ra 0,89%
- Gérard Guillemot evit pastell-vro Roazhon-Su (Il ha Gwilun) eiler Sébastien Girard. 249 mouezh, ar pezh a ra 0,57%
- Emile Granville evit pastell-vro Redon (Il ha Gwilun) eiler Olivier Berthelot. 847 mouezh, ar pezh a ra 1,27%
- Hervé Le Guen evit pastell-vro An Oriant (Morbihan) eiler Gaël Fleurent. 686 mouezh, ar pezh a ra 1,44%
E pad un dilennadeg darnel ar c'hanton e Redon d’an 23 a viz Gwengolo 2007, Emile Granville en deus bet 3,58% eus ar mouezhioù.
E 2008, Yann Jestin, prezidant Askol, en deus bet 25,18% eus ar mouezhioù e-pad dilennadeg ar c'hanton e Lesneven.
E-pad dilennadegoù kumun miz meurzh 2008, Strollad Breizh en deus kinniget un ugent bennak a dud. Bez en deus bet a-benn ar fin un degad a dilennidi kumun en o zouez ur maer ha tri eilmaer. Ar vroadelourien gentañ int o vezañ bet dilennet e Breizh.
"Mouezh Breizh en Europa", dilennadegoù Europa e 2009[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Sevel a ra SB ul listenn, "Mouezh Breizh en Europa" he anv evit dilennadegoù Europa aozet e miz Mezheven 2009. Kinnig a ra un ugent bennak tud, Emile Granville en o fenn. Ar wech kentañ eo da SB kinnig ul listenn e Breizh a-bezh. Ar "Grand Ouest" eo framm ofisiel an dilennadegoù-mañ (rannvro Breizh, rannvro Broioù-al-Liger ha rannvro Poitou-Charentes) met SB a ra e goulzad e 5 departamant Breizh nemetken. 2,5% eus ar mouezhioù a ya d'ar listenn.
"Ni ho savo Breizh", an dilennadegoù rannvroel e 2010[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Evit gouzout muioc'h, kit d'ar pennad Ni ho savo Breizh.
Mont a ra SB war ar renk evit dilennadegoù ar rannvroioù e miz Meurzh 2010, e framm ul listenn unvaniezh anvet "Ni ho savo Breizh", Christian Troadec, maer Karaez ha kuzulier e rannvro Breizh, en he fenn. E Broioù al Liger emañ ivez SB war ar renk met kabaliñ a ra nemet el Liger-Atlantel, Jacky Flippot, eil-maer Blaen e penn al listennad.
Lugan al listenn a zo "Evit Breizh dishual, kengred, ekologel hag abil". Ar frazenn "Ni ho savo Breizh", pe Nous te ferons Bretagne en e stumm gallek orin, a zo tennet eus ur barzhoneg skrivet gant Xavier Grall.
An disoc'hoù : 2.31% en Il-ha-Gwilen, 2.76% el Liger-Atlantel, 3.51% er Morbihan, 4.37% e Aodoù-an-Arvor ha 6.82% e Penn-ar-Bed.
Lec'hienn al listenn, brezhoneg e-barzh : (br) http://nousteferonsbretagne.blogspot.com
Ul lec'hienn eus SB diwar-benn Ni ho savo Breizh, e brezhoneg : (br) http://regionales.partibreton.org/?lng=bz
Dilennadegoù ar rannvro e 2015[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
SB en em gav gant Pour la Bretagne, strollad Christian Troadec, hag an UDB, met hemañ a nac'h mont war ar renk asambles gant Strollad Breizh. N'eo ket kavet un emglev kenetrezo. A-benn ar fin ne ya ket SB war ar renk. Sevel a ra Bertrand Deléon ul listennad dizalc'hour buan, met hep kalz a folennoù votiñ.
Dilennadegoù kannad e 2017[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Un emglev zo skoulmet etre SB, an Alliance Ecologiste Indépendante hag ar Parti Fédéraliste Européen, dindan an anv "100% BZH, 100% La force éco-citoyenne". Evit ar wezh kentañ emañ danvez-kannaded Strollad Breizh er 31 bastell-vro dilenn, da lavaret eo e Breizh a-bezh. En ur c'hemperzh diaes, just goude dilennadegoù ar prezidant, e teu a-benn SB d'ober muioc'h eget 1% e ouzhpenn 10 pastell-vro.
Dilennadegoù Europa 2019[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
War Frañs a-bezh eo aozet ar vouezhiadeg ar wech-mañ. Kemer a ra perzh SB gant ar Strollad Kevreadelour Europat ha Breizh Europa.
Dilennadegoù an tier-kêr 2020[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
War listennoù unvaniezh e ya izili Strollad Breizh, e pemp departamant Breizh.
Dilennadegoù rannvro 2021[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Kinnig a ra Strollad Breizh en em unvaniñ evit an dilennadegoù rannvro da Breizh Europa, luskad Franck Darcel, War-raok Breizh, Evit Breizh, luskad Kristian Troadeg, an UDB, ha Daniel Cueff, met ar re-se a zibab mont war listennadennoù ar strolladoù gall bras. A-benn ar fin e ya Strollad Breizh en e anv ha sevel a ra al listenn "Breizh e karg" Joannic Martin en e benn. Kemer a ra perzh er c'houlzad ofisiel hag en holl tabutoù skinwel ha skingomz aozet gant Ouest-France, An Telegram, TVR, Tebeo, France 3 ha France Bleu. Budjet bihanañ dilennadegoù rannvro Breizh eo. Displegañ a ra temoù liesseurt evel ar statud annezour, ar yezhoù rannvroel (e-kerz lezenn Molac), krouiñ ur polis rannvroel, etc. Ur c'hlip zo savet ivez e-kichen Sant-Brieg. Dastum a ra 1,55% eus ar mouezhioù, an hini nemetañ hag a gresk asambles gant EELV.
Da welout ivez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- (fr) Lec’hienn ofisiel
- (fr) Videoioù Strollad Breizh