Plaid Cymru
Neuz
Plaid Cymru
| Deiziad krouiñ | 5 Eost 1925 |
|---|---|
| Anv er yezh orin | Plaid Cymru, Party of Wales |
| Diellaouet gant | Levraoueg Vroadel Kembre |
| Diazezer | Saunders Lewis |
| Prezidant | Adam Price |
| Stad | Rouantelezh-Unanet |
| Ezel eus | Emglev Libr Europa |
| Luskad politikel | Tu kleiz |
| Ideologiezh politikel | Welsh nationalism, sokial-demokratelezh, sokialouriezh demokratel, Linguistic nationalism |
| Sez sokial | Kerdiz |
| SRGB color hex triplet | 0AA77D |
| Lec'hienn ofisiel | https://www.plaid.cymru |
Ur strollad politikel eus Bro-Gembre eo Plaid Cymru ("Strollad Kembre"), bet krouet e 1925 dindan anv Plaid Genedlaethol Cymru ("Strollad Broadel Kembre") e Pwllheli da-geñver Eisteddfod Vroadel Kembre.
Ar c'hentañ prezidant e oa bet Lewis Valentine. Da c'houde e oa bet Saunders Lewis prezidant Plaid Cymru Genedlaethol Cymru e-pad 13 vloaz.
E 1945 ne oa nemet un daouzek ezel bennak e Bodadeg ar strollad e Caerfyrddin ha kevrenn ebet.
Gwynfor Evans a oa bet Prezidant etre 1945 ha 1981, ha kentañ kannad Plaid Cymru e Ti ar C'humunioù e Londrez.
En dilennadeg evit ar Senedd (parlamant Kembre), e miz Mae 2026, eo aet an trec'h gant Plaid Cymru, gant 43 sez diwar 96.