Pwllheli
Neuz
Pwllheli zo ur gêr hag ur gumuniezh en arvor su Ledenez Llŷn e hanternoz Kembre.
Ur porzh pouezus e oa gwechall. Kêr bouezusañ Ledenez Llŷn eo.
Hervez niveridigezh 2001 ez eo Pwllheli unan eus al lec'hioù kembraekañ zo e Kembre, gant 80% eus an annezidi hag a oar ar yezh.
E-kichen Pwllheli emañ Penyberth, al lec'h ma voe c'hwezhet an tan en ur skol eus arme Breizh-Veur gant Saunders Lewis, D.J. Williams ha Lewis Valentine e 1936.
Yezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Hervez niveridigezh poblañs 2011 e oa 78,7 % a gembraegerien e kêr.