Trawsfynydd
Trawsfynydd Gwynedd |
|

Trawsfynydd, gwelet eus tu Y Bala.
Trawsfynydd zo ur gêriadenn hag ur gumuniezh e Sir Feirionnydd kozh, e kreistez kontelezh Gwynedd hiziv, war lez Lenn Trawsfynydd.
Armerzh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Ur greizenn nukleel a oa bet savet eno e 1959 ha lakaet e pleustr e 1965, met serret eo bremañ abaoe 1991.
Sevenadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
76,8% eus an dud a gomze kembraeg e 2011.
Eno e oa bet ganet :
- Sant John Roberts, merzher katolik,
- ar barzh Hedd Wyn.
Skol[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Ysgol Bro Hedd Wyn eo anv ar skol gentañ derez. Goude ez a ar skolidi d'ar skol eil derez da Ysgol y Moelwyn, Blaenau Ffestiniog.