Abermaw
Neuz
Abermaw |
|
Fazi Lua e Modulenn:Location_map d'al linenn 526 : Unable to find the specified location map definition: "Module:Location map/data/Kembre" does not exist. | |
| Poblañs | 2 422 |
|---|---|
| Kael daveennoù an OS | |
| Kumuniezh | Bermo |
| Kontelezh | Gwynedd |
| Bro | Kembre |
| Riez | Rouantelezh-Unanet |
| Kod post | Abermaw |
| Polis | |
| Pomperien | |
| Karr-klañvdi | Welsh |
| Parlamant Europa | Kembre |
| Ti ar C'humunioù | Dwyfor Meirionnydd |
| Parlamant Kembre | Dwyfor Meirionnydd |
| |

Abermaw, pe Abermo, pe Bermo, pe Y Bermo (Barmouth e saozneg), zo ur gêriadenn hag ur gumuniezh e kontelezh Gwynedd, en hanternoz Kembre, en aber ar stêr Mawddach, war aod Bae Ceredigion. E 2011 e oa poblet gant 2 422 a dud, ha 1005 anezho (41.5%) a oa kembraegerien[1].
Tren
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Un ti-hent-houarn zo, hag ur pont-hent-houarn dreist an aber.
Al linenn "Reilffordd Arfordir Cymru" a gas
- da Aberystwyth er c'hreisteiz, dre Tywyn hag Aberdyfi, ma c'haller tapout un tren all da vont da Amwythig ("Shrewsbury" e saozneg), e Bro-Saoz.
- da gêr Pwllheli en hanternoz, dre Dyffryn Ardudwy, Harlech ha Porthmadog.
Touristelezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]An tostañ arvorlec'h d'ar Midlands saoz eo Abermaw, ha dre-se e sach tud eus kêrioù saoz Wolverhampton, Birmingham pe Dudley hag a c'hall dont di gant an tren.
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Statistical bulletin: 2011 Census: Key Statistics for Wales, Mawrth 2011. Swyddfa Ystadegau Cenedlaethol (The Office For National Statistics. Kavet : 2014-04-09).
