Blaenau Ffestiniog
Neuz
Blaenau Ffestiniog zo ur gêr vihan eus Kembre e Gwynedd nepell diouzh Parc Cenedlaethol Eryri, na diouzh menezioù Moelwynion. Gwechall e oa e Sir Feirionnydd. 4 830 den a oa o chom eno e 2001.
Kreskiñ a reas kêr en XIXvet kantved abalamour d'ar mengleuzioù mein-glas.
Brudet eo da vezañ al lec'h eus Kembre ma ra ar muiañ a c'hlav.
Ur gelaouenn-vro gembraek miziek a vez embannet eno, Llafar Bro hec'h anv.