Llandderfel

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Ar pont kozh dreist ar stêr Dyfrdwy e-kichen Llandderfel.

Llandderfel zo ur gêriadenn hag ur gumuniezh eus Kembre, e kontelezh Gwynedd. Emañ er reter da Y Bala, e pastell-vro Penllyn, tost da Sarnau ha Cefnddwysarn.

Kozh eo iliz Llandderfel ha gouestlet eo da sant Derfel pe Derfel Gadarn (fl. VIvet kantved marteze). Ur feunteun anvet Ffynnon Dderfel zo e-kichen an iliz.

E 2011 e oa 1 095 a dud o chom e kumuniezh Llandderfel ha 708 anezho a oa kembraegerien (67,1%).[1]

Tud brudet[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Ystadegau Allweddol ar gyfer Cymru. Swyddfa Ystadegau Gwladol. .