Penllyn
- Arabat droukveskañ Penllyn, ur bastell-vro a zo e Gwynedd, ha Pen-llin, ur gêriadenn e Bro Morgannwg.
Penllyn eo anv ar bastell-vro, e Kembre, en-dro da Llyn Tegid hag Y Bala e Meirionnydd (e gevred Gwynedd). Enni emañ ploueoù Llandderfel, Llanfor, Llangywair, Llanycil ha Llanuwchllyn. Brudet eo Penllyn dre ma'z eo pinvidik sevenadur kembraek ar vro, al lennegezh. Korn "Y Pethe", an hini eo, ar vojenn skrivet gant Llwyd o'r Bryn.
Kantrev Penllyn
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Er Grennamzer eo ur c'hantrev e oa Penllyn. E Caer Gai, e-kichen Llyn Tegid, edo al lez, met kaset e voe da Y Bala goude. Etre rouantelezh Gwynedd ha Rouantelezh Powys edo ar c'hantrev. Un domani dizalc'h e oa moarvat a orin. Liammet eo an haroz mojennel Gronw Pebyr eus Penllyn ouzh Math fab Mathonwy e pevare skourr ar Mabinogi.
Ur c'hornad a bouez e oa da rouaned Gwynedd dre ma oa etre Ardudwy ha Meirionnydd er c'hornôg, ha Glyndyfrdwy er reter. Klask a raent bout mistri war ar vro evit diwall diouzh arsailhoù rouaned Powys er reter.
Adalek 1284 e voe staget ouzh Meirionnydd hag Ardudwy d'ober Sir Feirionnydd.
Kombodoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Daou gombod a oa:
Tud brudet Penllyn
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Bedo Aeddren, barzh eus ar Grennamzer
- R. J. Derfel,
- Owen M. Edwards,
- Tom Ellis,
- Peredur Lynch barzh,
- Huw Cae Llwyd, barzh eus ar Grennamzer
- Ieuan ap Tudur Penllyn, barzh eus ar Grennamzer
- Michael D. Jones, a eas da ziazezañ y Wladfa, en Arc'hantina;
- Siôn Dafydd Las,
- Tudur Penllyn, unañ eus brasañ barzhed marevezh Beirdd yr Uchelwyr
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Geraint Bowen, Penllyn (1967)
- Elwyn Edwards, Blodeugerdd Penllyn (1983)