Y Bala

Eus Wikipedia
Y Bala
Gwynedd
Ar chapel saoznek
Tren bihan Bala, war lez Llyn Tegid

Ur gêr vihan eo Y Bala e kontelezh Gwynedd, e-kichen lenn Tegid en hanternoz Bro-Gembre, war an hent A494, etre Dolgellau ha Llangollen. N'eus nemet ur straed vras enni. Hervez niveridigezh 2011 e ouie 78.5% eus an dud komz kembraeg flour, ha 95.7% eus ar vugale etre 5 ha 9 bloaz.

Douaroniezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Emañ war lez Lenn Tegid (Bala Lake e saozneg), treuzet gant ar stêr Dyfrdwy, a gej e-maez kêr gant ar stêr Tryweryn. E kembraeg e vez graet bala eus ur stêr a zifluk eus ul lenn.

Eisteddfod Genedlaethol[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Eisteddfod Genedlaethol zo bet er Bala e 1967 ha 1997.

Kaoz zo bet ivez eus Eisteddfod y Bala 1738.

Gevelliñ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]