Nant Peris

Eus Wikipedia

Nant Peris, pe Nantperis, zo ur gêriadenn e Gwynedd, en hanternoz Kembre.

Gouestlet eo an iliz da sant Peris, en deus roet e anv ivez da Llyn Peris, Llanberis ha Bwlch Llanberis, er c'horn-bro.

Douaroniezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E-harz ar Wyddfa emañ Nant Peris hag e skeud ar menezioù e chom ar geriadenn e-pad 6 sizhun er goañv. Bep bloaz e c'hortoz an dud distro an heol d'an 13 a viz Genver. D'an deiz-se ne vez gwelet nemet un daou vunut bennak met goude-se e kresk pad ar sklêrijenn bemdez, tamm-ha-tamm. Gant ma ne vefe ket re a goumoul evel-just !

Tud[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ganet e voe ar skrivagner William John Davies e Nant Peris e 1888. Daoust ma vevas e Caernarfon e oa chomet stag ouzh e geriadenn ha Gwilym Peirs e oa e anv-pluenn.

Liamm diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]