Pistyll

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche

Pistyll zo ur gêriadenn vihan, ur barrez hag ur gumuniezh e kontelezh Gwynedd, e Kembre. War aod hanternoz Ledenez Llŷn emañ, un tammig er reter da Nefyn.

Gouestlet eo iliz Pistyll da sant Beuno. Un iliz kozh eo hag eus an XIIvet kantved eo ar maen-badeziant.

Ouzhpenn kêriadenn Pistyll ez eus div gêriadenn all parrez Pistyll : Llithfaen ha Nant Gwrtheyrn, hag a zo deuet da vezañ ur greizenn evit deskiñ kembraeg.

E 2011 e oa poblet kumuniezh Pistyll gant 566 den, ha 69% anezho a oa kembraegerien.