Llanelltud
Neuz
Llanelltud, pe Llanelltyd[1], zo ur gêriadenn e Gwynedd, en hanternoz Kembre.
En hanternoz da z-Dolgellau emañ, en norzh d'ar stêr Mawddach. E-kichen ar gêriadenn emañ rivinoù Abati Cymer, un abati sistersian eus an XIIvet kantved. Da sant Ildud eo gouestlet iliz-parrez Llanelltud.
Er gumuniezh emañ kern Diffwys, ar gern uhelañ er Rhinogydd, ha Mengleuzioù aour Clogau. Er gumuniezh ivez emañ Hengwrt, maner Robert Vaughan (1592-1667), an dastumer dornskridoù.
E 2011 e oa poblet gant 514 a dud ha 287 anezho a oa kembraegerien (57,4%)[2].
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Enwau Lleoedd; Canolfan Bedwyr
- ↑ Ystadegau Allweddol ar gyfer Cymru. Swyddfa Ystadegau Gwladol. Kavet : 2012-12-12..