Llanllyfni
Neuz
Llanllyfni zo ur gêriadenn hag ur gumuniezh e kontelezh Gwynedd, e hanternoz Kembre. Emañ e Dyffryn Nantlle. Er gumuniezh emañ kêriadennoù Drws-y-coed, Nantlle, Nasareth, Nebo, Penygroes, Talysarn ha Llanllyfni he-unan. Gant an Afon Llyfni eo dispartiet Penygroes diouzh Llanllyfni.
Gouestlet eo iliz ar gêriadenn da sant Rhedyw. Kontañ a reer e voe ganet Rhedyw en Arfon hag e teuas da vout beleg en Augustodunum (Autun hiziv) e Galia. Lidet e vez gouel sant Rhedyw bep bloaz e Llanllyfni, d'ar 6 a viz Gouere.
E 2011 e oa 4 135 a dud o chom e Llanllyfni ha 3 156 anezho a oa kembraegerien (79,2%)[1].
Tud brudet
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Silyn Roberts, barzh ha stourmer sokialour
- Mathonwy Hughes, barzh ha kazetenner
- Bryn Fôn, kaner hag aktor
- Bryn Terfel, kaner opera
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Ystadegau Allweddol ar gyfer Cymru. Swyddfa Ystadegau Gwladol. Kavet : 2015-08-05..