Bethesda (Gwynedd)

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Bethesda

Bethesda zo ur gêriadenn hag ur gumuniezh e kontelezh Gwynedd, en hanternoz Kembre, nepell diouzh Bangor. Pesda e vez lesanvet ar gêriadenn e kembraeg komzet ar vro.

E 2011 e oa 4 735 a annezidi ha 3 501 anezho a oa kembraegerien (77,5%). Gwechall e oa kalz muioc'h a dud, betek 10 000, abalamour d'ar mengleuzioù mein-glas er vro.