Mont d’an endalc’had

Garndolbenmaen

Eus Wikipedia
Garndolbenmaen : kreiz ar vourc'h

Garndolbenmaen zo ur gêriadenn e Kembre, e kontelezh Gwynedd. Emañ er c'hornôg da gêr Porthmadog, e kumuniezh Dolbenmaen.

Y Ffynnon eo anv kazetenn ar c'horn-bro. Ur skol kentañ derez zo e Garndolbenmaen, ma teu bugale eus ar c'hêriadennoù tro-dro, evel Pant Glas, Bryncir, Cwm Pennant ha Golan. Er gêriadenn ivez ez eus ur studio ma'z eus bet enrollet meur a bladenn gant sonerien ha kanerien gembraek. Un toullad tiez kozh zo aet d'ober tiez-hañv evit an douristed.