Mont d’an endalc’had

Llanystumdwy

Eus Wikipedia
Kreiz ar vourc'h

Llanystumdwy zo ur gêriadenn hag ur gumuniezh eus hanternoz Kembre, e korn-bro Eifionydd, e kontelezh Gwynedd. Emañ etre Cricieth ha Pwllheli, war ribloù an Afon Dwyfor. Talvezout a ra an anv-lec’h Llanystumdwy kement hag "an iliz e kildroenn ar stêr Dwy".

Brudet eo Llanystumdwy evel lec’h ganedigezh David Lloyd George a voe kentañ ministr ar Rouantelezh Unanet. Er gêriadenn e tremenas ar paotr Lloyd George e vugaleaj, betek an oad a 15 vloaz, gant e eontr Richard Lloyd. Enni ivez e varvas hag enni e voe douaret.

Un toullad tiez kozh eus ar XVIIvet hag an XVIIIvet kantved zo e Llanystumdwy, savet gant mein eus ar c’hornad. Ur pont eus ar XVIIvet kantved zo ivez, dreist ar stêr Dwyfor pe Dwyfawr.

  • Ur mirdi diwar-benn buhez ha labour Lloyd George. Emañ e vez, treset gant an tisavour Clough Williams-Ellis (Portmeirion), e-maez ar gêriadenn, en tu all d’ar pont kozh.
  • Tŷ Newydd, ul lec’h ma vez desket skrivañ da zanvez skrivagnerien gembraek ha saoznek.

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.