David Owen (Dewi Wyn o Eifion)

Eus Wikipedia

David Owen, anavezet evel Dewi Wyn o Eifion (1784–1841) a oa ul labourer-douar hag ur barzh kembraek eus an XIXvet kantved.

Ganet e oa e Llanystumdwy en Eifionydd. Desket e voe er parrezioù tro-dro hag e Bangor Is Coed. Labourer-douar e oa er Gaerwen, met e-pad 10 vloaz e oa bet o chom e Pwllheli (1827 -1837). barzhonegañ a zeskas gant Robert ap Gwilym Ddu, eus un atant e-kichen.

Gounit a reas medalenn Cymdeithas y Gwyneddigion gant ar varzhoneg Molawd Ynys Brydain (Meulgan da Enez Vreizh) hag e 1811 e c'hounezas priz eisteddfod Tremadog gant Awdl i Amaethyddiaeth (Meulgan d'al labour-douar). E 1819 e kemeras perzh en eisteddfod Dinbych gant Awdl Elusengarwch. C'hwitout a reas war ar priz ha ne kenstrivas ket ken.

Oberennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Embannet e voe un dastumad eus e skridoù e Blodau Arfon e 1842 hag adembannet e 1906 e-touez Cyfres y Fil .

Englyn[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Sed un englyn gantañ diwar-benn Pont y Borth:

Uchelgaer uwch y weilgi - gyr y byd
Ei cherbydau drosti,
Chwithau holl longau y lli
Ewch o dan ei chadwyni .
  • Troidigezh
Uhel gêr (= kreñvlec'h) uc'h ar mor - ar bed a vlein
E girri dreizi;
Ha c'hwi holl, listri ar mor,
Kit dre zindan he chadennoù.