Mont d’an endalc’had

Beuno

Eus Wikipedia
Iliz Sant Beuno, e Clynnog Fawr.

Sant Beuno (marvet e 640) a oa ur manac'h brezhon eus ar VII-vet kantved, abad Clynnog Fawr e Gwynedd.

Ganet e oa e Powys, marteze e Berriew, ha mab-bihan e oa d'ur priñs eus ar rouantelezh. Skoliet e voe e Bangor-is-y-Coed ha prezeg a reas an aviel er c'hornad dindan gwarez Cadfan ap Iago, roue Gwynedd.

Cadwallon ap Cadfan avat, a eas da roue war-lerc'h e dad, ne voe ken madelezhus outañ. Bec'h a savas etreze diwar-bouez un tamm douar, ha Beuno ne gave ket e gont. Neuze e teuas Gwyddaint, kenderv Cadwallon, da reiñ "da Zoue ha da Veuno" kêr Clynnog Fawr, ma savas ar sant un abati brudet.

Beuno eo a savas, a varv da vev, he nizez santez Gwenfrewi (Winefride). Didruez e oa ouzh ar bec'herien divezh, ha madelezhus ouzh ar re all.

Lidet e vez d'an 21 a viz Ebrel.

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]