Mont d’an endalc’had

Math, mab Mathonwy

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Math fab Mathonwy)

Math, mab Mathonwy eo anv diwezhañ skourr Pevar skourr ar Mabinogi. Teir lodenn zo ennañ, ha kaoz zo eus Math, roue Gwynedd, hag eus e niz, an hudour Gwydion.

Roue Gwynedd ha hudour eo Math. Kement kaoz mouslavaret a vez klevet gantañ.

Gwalladenn Goewin

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Goewin, « ar c'haerañ plac'h yaouank eus he remzi », eo ar werc'hez yaouank a rank Math lakaat e dreid war he barlenn pa ne vez ket o vrezeliñ. N'hall ket ober tro e rouantelezh, e nized Gilfaethwy ha Hyfeidd eo a ra en e lec'h. Gilfaethwy zo orgedet ouzh Goewin, hag e vreur all Gwydion en deus kavet un tu da bellaat Math diouzh Goewin. Lakaet e vo brezel da sevel etre Gwynedd, Powys ha Deheubarth. Moc'h burzhudus, eme Gwydion d'e eontr, zo degouezhet eus Annwn, e ti Pryderi, roue Dyfed. Gallout a rafent skrapañ anezho.
Hag int mont da di Prederi, roue Dyfed, gwisket evel barzhed, ha Gwydion da gontañ un istor. Goude e tiskuilh perak e oant deuet, hag eskemm a ra ar moc'h ouzh 12 marc'h kalloc'h ha 12 levran ha n'int nemet troioù hud ha na badont nemet un devezh.

Gwydion hag e vagad a zistro da Wynedd, ha Pryderi gant e arme war o lerc'h. Da noz, tra m'emañ Math er brezel, ez a Gilfaethwy da wallañ Goewin. Emgann bras zo, gwad a ruilh a-leizh, hag echuiñ a ra gant Gwydion pa deu a-benn da lazhañ Pryderi. Pa zistro Math d'e gastell e klev digant Goewin ne c'hall-hi ket dougen treid Math ken peneogwir n'eo ket gwerc'hez ken. Ha hi kontañ ar walladenn.

Dimeziñ dezhi a ra Math evit diwall hec'h enor, hag e ro aotrouniezh dezhi war he domanioù. Evel kastiz e tro e nized e loened gouez, an eil e karv hag egile en heizez, e kondaon anezho da gaout unan bihan, hag e kas anezho d'an harlu. Goude e tro anezho e gwiz ouez hag e tourc'h gouez, ha goude e bleiz hag e bleizez. A-benn tri bloaz e tro anezho e tud en-dro. Tri bugel o deus bet e-keit-se: Hyddwn (anv tost da heizez), Hychtwn (anv tost da hoc'h), ha Bleiddwn (bleiz evel-just).

Tri berz Llew Llaw Gyffes

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Klask zo war-lerc'h ur werc'hez da gemer lec'h Goewin, ha kinniget ez eus anv Arianrhod, merc'h Dôn ha nizez d'ar roue. Evit asuriñ eo gwerc'hez e rank tremen war wialenn hud Math. Pa ra, kerkent e c'han daou vab. Ar c'hentañ, kenkent ha badezet, a ya d'ar mor, ha diwar wel, Dylan Eil Ton e anv, da gompren evel mab an tonnoù. An eil mab zo laeret gant Gwydion, ha roet d'ur vagerez; kreskiñ a ra div wech buanoc'h eget ar vugale all. D'e 8 vloaz eo kaset gant Gwydion da gastell e vamm. Met ur sord (geis) a daol-hi dezhañ: anv ebet n'hallo kaout ma n'eo ket roet gant e vamm.
En deiz war-lerc'h, war an aod, e sav ur vag gant bezhin hag e tistroont da gastell Arianrhod, en ur stumm ha n'hall ket bout anavezet. E bourzh ar vag e wel pegen ampart eo ar bugel, hag e ra un anv anezhañ, Llew Llaw Gyffes (« Lleu Asur e Zorn »), hep dezhi e anavezout. Pa wel eo bet touellet e taol ur sord all: n'hallo ket kaout armoù, nemet ar re a vo roet ganti. D'euet d'e oad, setu Llew, Gwydion bepred gantañ, o tistreiñ da gastell e vamm, dezho doare barzhed, ha degemeret int el lez. Gant un taol hud e ro Gwydion da grediñ ez eus ur morlu bras o tostaat da argadiñ. Hag Arianrhod, hep dezhi gouzout eo he mab, da sikour Llew da gemer armoù.

Da get ez a an huderezh kenkent, ha hi da deurel un taol hud all: biken ne gavo pried e-touez gouenn Mab-den. Hag int-i neuze da vont da glemm dirak ar roue Math, hag an daou hudour da genlabourat ha da grouiñ ur vaouez a oa « kaerañ ha disiañ plac'h zo bet biskoazh er bed » diwar bleunioù derv, banal, ha bleunioù ar pradoù, hag a voe anvet Blodeuwedd («  doare ar bleunioù»).

Ha Math ha reiñ dezhañ cantref Dinoding da ren warni.

Un deiz, aet Llew da welout Math d'e lez, e tremen chaseourien dirak e di e Mur Castell, ha Gronw Pebyr en o zouez. Ha Blodeuwedd d'e bediñ da goan. Orgediñ a reont an eil ouzh egile ha tremen an nozvezh a-gevret, hag an devezhioù goude. Pa zistro Llew e ra-hi van da gaout aon na varvfe he fried. Hag eñ da gontañ ne vo ket aes e lazhañ: e-pad bloaz e ranko bezañ graet ar goaf a c'hallfe e lazhañ. Ouzhpenn-se n'hall ket bezañ lazhet nag e-barzh ti nag er-maez, na war varc'h na war droad. N'hall bezañ lazhet nemet pa ra e gibelladenn, pa vez gant un troad war ar gibell hag egile war gein ur bouc'h.

Dont a rafe an anv Math eus ar c'hengelteg *matu, hag a dalv kement hag arzh [1].

  1. Proto-Celtic—English lexicon from the University of Wales.