Charlotte Guest

Eus Wikipedia
An Itron Charlotte Guest

Charlotte Bertie, anavezetoc'h evel Charlotte Guest, ganet d'an 19 a viz Mae 1812 en Uffington, Lincolnshire, e Bro-Saoz, ha marvet d'ar 15 a viz Genver 1895, a zo brudet evel ar vaouez a droas ar Mabinogi eus ar c'hembraeg d'ar saozneg en XIXvet kantved.

He buhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ganet e oa en Uffington House, en Uffington, ha merc'h e oa da Albemarle Bertie, navet Kont Lindsey, ha d'e eil pried, Charlotte Susanna Elizabeth Layard. Mervel a eure he zad pa oa 6 vloaz, hag addimeziñ a reas he mamm da Peter Pegus, ur beleg a zisplije kenañ da Charlotte.

Barrek e oa war ar studi, hag hec'h-unan e teskas arabeg, hebreeg, ha perseg. Benjamin Disraeli, a oa da vezañ Kentañ Ministr diwezhatoc'h, a reas un tamm lez dezhi pa oa krennardez.

E 1835, ha hi en he 23 bloaz, e timezas da Sir Josiah John Guest (1785 - 1852), a oa unan eus mistri labouradegoù houarn e kreisteiz Kembre, ha perc'henn labouradegoù houarn Dowlais (Dowlais Iron Company). Eured a voe abalamour da zimeziñ an arc'hant kozh d'an arc'hant nevez, ha n'eo ket abalamour da soñjoù romantel diouzh ar c'hiz e lennegezh ar mare. 23 bloaz e oa hi, 51 e oa eñ. Mont a rejont da chom da Dowlais, e Merthyr Tudful, goude ma voe bet dilennet he fried da gannad evit pastell-vro Merthyr Tudful e 1832. Evurus e voent ha 10 bugel o doe. Troet e oa Charlotte gant gwelvaoù romantel Kembre, ha gant lennegezh he bro nevez. Deskiñ kembraeg a reas mat a-walc'h da lenn ha da gomz ouzh he bugale, pezh na veze ket graet en he metoù tamm ebet en amzer-se. Perzh a gemeras en obererezh he fried, ken evit ar gumuniezh, ken evit e aferioù ivez, pa droas e galleg meur a skrid teknikel. Anvet e voe John Guest da varonet e 1838.
Pa grogas yec'hed he fried da vont war fallaat e voe ret da Charlotte tremen muioc'h a amzer war-dro an embregerezh, ha ne reas nemet se ken goude e varv e 1852.

E 1855 e lezas ar garg a rener gant G. T. Clark[1] pan eas da zimeziñ da Charles Schreiber, ul lenneg hag a oa kannad evit Cheltenham ha divwezhatoc'h evit Poole e Bro-Saoz.

Kuitaat a rejont Kembre hag e-pad meur a vloaz ne rejont nemet beajiñ dre Europa ha dastum priajoù-poazh a voe roet d'ar mirdi Victoria and Albert Museum goude. Hi a zastume ivez kartennoù-c'hoari, plenk-echedoù, a voe roet d'ar British Museum.

He mab henañ Ivor Bertie Guest, a zimezas da Lady Cornelia Spencer-Churchill, merc'h henañ seizhvet Dug Marlborough, da lavarout eo e oa moereb da Winston Churchill.

He labour lennegel[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

The Mabinogion[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E 1838 e stagas da dreiñ e saozneg danevelloù ar Mabinogion. Harp a gavas gant John Jones (Tegid) ha Thomas Price (Carnhuanawc) ha labourat a eure war ur skouerenn eus dornskrid Llyfr Coch Hergest. Reiñ a reas an anv The Mabinogion d'an dastumad, a oa ennañ unnek danevell, ha chomet eo abaoe; hervez an arbennigourien e tlefe bezañ ar Mabinogi.
Sed a gaver el levr:

  • ar Pevar Skourr, pe Pevar Skourr ar Mabinogi, peder danevell a vije koshoc'h eget ar re all,
  • Y Tair Rhamant, tri romant, pe teir danevell kentoc'h, a zo tost-kar da oberenn Chrétien de Troyes,
  • ar "chwedlau brodorol", an danevelloù "breurel" (kar dre an danvez anezho)
    • Breuddwyd Macsen Wledig (Hunvre Macsen), diwar-benn an impalaer roman Magnus Maximus
    • Lludd a Llefelys (Lludd ha Llevelys)
    • Culhwch ac Olwen ( Kulhwch hag Olwen )
    • Breuddwyd Rhonabwy ( Hunvre Rhonabwy )
    • Hanes Taliesin ( Istor Taliesin), zo un oberenn skrivet kalz diwezhatoc'h, ha n'emañ ket el Levrioù Gwenn na Ruz, ha ne vez ket embannet en troidigezhioù a zo bet graet abaoe.

Embannet e voe an troidigezhioù e teir levrenn, a ginnige ar skrid krenngembraek ivez e 1846. Un embannadur all a voe e 1877, gant skeudennoù, ha hep kembraeg.

Gallout a reer soñjal eo harpañ Tegid ha Charnhuanawc en o labour treiñ a reas kentoc'h eget ober an troidigezhioù hec'h-unan. Daoust da se e chom skrid Charlotte Guest un oberenn glasel saoznek, ur skouer eus lennegezh ar Romantelezh.

Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • The Mabinogion (3 levrenn, 1844; eil embannadur en ul levrenn, 1877; meur a embannadur all abaoe)
  • Fans and Leaves (1888-90)
  • Playing Cards of various Countries and Ages (1892-95)
  • Lady Charlotte Schreiber's Journal (2 gyfrol. 1911). Embannet gant he mab.
  • Lady Charlotte Guest, Extracts from her Journal (2 levrenn, 1950, 1952). Embannadur aozet gant Iarll Bessborough)
  • D. Rhys Phillips, Lady Charlotte Guest and the Mabinogion (1921)

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. James, B. Ll. (2004) "Clark, George Thomas (1809–1898)", Oxford Dictionary of National Biography, Oxford University Press, accessed 21 Aug 2007 (subscription required)