Mabinogi

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Unan eus pajennoù Levr Ruz Hergest.
Pwyll o chaseal.

Danevelloù kembraek eo ar Mabinogi, pe Mabinogion, brudet abaoe embannadur levr Charlotte Guest, The Mabinogion, kroget e 1837.

Komz a reer ivez eus Pedair cainc y Mabinogi, hervez o anv kembraek, pe eus Pevar skourr ar Mabinogi, anv ul levr embannet e brezhoneg gant Preder.
Peder danevell int (hag a vez graet 'chwedl', pe 'cyfarwyddyd', anezho e kembraeg) hag a zo skrivet e krenngembraeg, an anv a vez graet eus ar yezh etre an XIIvet kantved hag ar XVIvet kantved, ha kavet int bet e dornskridoù kembraek kozh.

Kaoz zo enne eus kredennoù ha mojennoù kozh ar vro, en Henamzer ar Gelted, a-raok ar gristeniezh, da lavarout eo a-raok ar VIvet kantved da vihanañ. Da neuze e vefe anv, e skridoù eus an XIIvet kantved, eus mojennoù a oa bev-mat c'hoazh 600 vloaz a-raok, hag a zo bet savet meur a gantved c'hoazh a-raok moarvat. Daoust da se, mont betek lavarout int ken kozh ha skridoù Homeros, n'eo diazezet nemet war ar faltazi. Met gwir eo n'haller ket bloaziañ ar re goshañ en un doare resis.

Roud eus ar mojennoù-se a gaver ivez er yezhoù keltiek all, en danevelloù iwerzhonek dreist-holl, en anvioù galianek ivez.

Peurvuiañ e vez staget outo danevelloù all, hag a denn kentoc'h da vojenn Arzhur, aesoc'h o bloaziañ, ha n'hallont ket bezañ ken kozh eta, hag a zo enno koulskoude un dasson eus amzerioù koshoc'h ivez.

An anv[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kentañ tro ma voe kavet ar ger a voe e 1795, e-barzh Cambrian Register William Owen Pughe: "The Mabinogion, or Juvenile Amusements, being Ancient Welsh Romances."
Adkemeret e voe an anv gant Charlotte Guest en he levr The Mabinogion, dastumad unnek kontadenn troet ganti diwar ar c'hrenngembraek. Dont a ra an anv Mabinogion, un anv lies, eus Mabinogi, ur ger krenngembraek. Fallgomprenet e oa bet gant Charlotte Guest ar ger mabynogion (ha ne gaver nemet ur wech, e dibenn skrid danevell Pwyll hag e daou zornskrid).
Lavaret e vez bremañ ez eo dre fazi eo bet skrivet ar ger mabynnogyon en dornskrid e dibenn an danevell gentañ, pa soñjed e oa liester mabinogi, ur ger reizh a gaver e dibenn an teir danevell all.

Meur a zisplegadenn zo bet roet. Dont a rafe ar ger eus an doue Mabon (a oa Maponos en Galia), a zo meneg anezhañ e danevell Kulhwch hag Olwen.

"Y Ddau Frenin" (An Daou Roue): Bendigeidfran o tougen korf e ni, Gwern. Delwenn e-kichen Kastell Harlech.


Roll an danevelloù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Brânwen hag an dred e lez Matholwch - skeudenn eus levr Charlotte Guest, embannadur ar Mabinogion e (1877)
Manawyddan, an eskob hag al logodenn - skeudenn eus an engravadur e "Mabinogion" Charlotte Guest (1877)

Tri seurt danevelloù a weler e levr Charlotte Guest.

Ar Pevar skourr[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Sede anv ar peder danevell, Pevar Skourr ar Mabinogi:

Danevelloù arzhurian[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Pemp kontadenn all zo bet lakaet e levr Charlotte Guest:

  • Breuddwyd Macsen Wledig (Hunvre Macsen), diwar-bouez an impalaer roman Magnus Maximus
  • Lludd a Llefelys (Lludd ha Llevelys)
  • Culhwch ac Olwen (Kulhwch hag Olwen)
  • Breuddwyd Rhonabwy ( Hunvre Rhonabwy)
  • Hanes Taliesin ( Kontadenn Taliesin), ur pezh nevesoc'h, ha ne gaver e hini ebet eus al Levrioù Gwenn pe Ruz, ha ne vez ket embannet ken en troidigezhioù a vremañ. Se zo kaoz ne gaver nemet 11 danevell en embannadur brezhonek 1991.

Gant Culhwch ac Olwen ha Breuddwyd Rhonabwy ez eus bet lakaet meur a lenneg da drelatiñ, abalamour d'an elfennoù "arzhurian" a zo enne.

An Tri Romant[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Teir danevell all zo anvet ivez Y Tair Rhamant hag a denn da oberennoù Chrétien de Troyes.

Dornskridoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Mammenn ar Mabinogion eo an daou zornskrid a zo anvet

Kavout a reer enne elfennoù a zo kar d'ar re a gaver e mojennoù Iwerzhon, pezh a ziskouez int gwall gozh; da skouer an darempredoù etre an drouiz hag ar roue, dleadoù ar roue, ar bed all, ar brezel, al labour-dorn. Hervez tud evel Christian-Joseph Guyonvarc'h ha Françoise Le Roux e vije ret gwelout aze gweledigezh ar bed gant an Indoeuropeiz, hervez ma oa displeget gant Georges Dumézil. A-wechoù avat e vez un tamm liv kristen da lod eus an danevelloù, hogen diwar-c'horre.

Guest, Kervarker, Loth[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Da vare ar Romantelezh hag an doug d'ar Geltelezh, en XIXvet kantved, pe vrizhkeltelezh, e voe graet un embannadur saoznek gant Charlotte Guest etre 1838 ha 1849. Tammoù a voe troet e galleg gant Kervarker, met gant Joseph Loth e voe graet an embannadur kentañ en e hed. Un droidigezh c'hallek all zo bet graet gant Pierre-Yves Lambert.

Skrid brezhonek[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Lleu troet en erer, e levr Charlotte Guest.

Embannet e oa bet gant Gwalarn troidigezhioù Fañch Elies eus ar Mabinogi etre 1925 ha 1939. E 1963 e voe strollet ar Pevar Skourr en ur c'haier roneoskrivet embannet gant Preder. E 1980 e teuas a-zindan ar wask un adembannadur "reizhet" (gant Goulven Pennaod moarvat). N'eo nemet e 1991 e voe strollet an 11 kontadenn en ul levr embannet gant Mouladurioù Hor Yezh, kinniget gant Gwendal Denez.

Skiant-faltazi[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Gant ar skrivagnerez stadunanat Evangeline Walton (1907 – 1996) eo bet implijet ar Mabinogi da sevel un toullad romantoù.

Levrioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

-e brezhoneg

-e kembraeg

-e galleg

-e saozneg

  • Gantz, Jeffrey. Trans. The Mabinogion. London and New York: Penguin Books, 1976. ISBN 0-14-044322-3. (Hep "Taliesin".)
  • Guest, Lady Charlotte. The Mabinogion. Dover Publications, 1997. ISBN 0-486-29541-9. (Hep an arroudoù kavet skoemp gant an droourez. Adembannet ivez hep notennoù an itron).
  • Jones, Gwyn and Jones, Thomas. The Mabinogion. Everyman's Library, 1949; adwelet e 1989, 1991. Hep "Hanes Taliesin".

Liammoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]