Roue Arzhur

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Ar roue Arzhur gant Charles Ernest Butler (1903)
Ar Gral Santel, gant Dante Gabriel Rossetti.
Arzhur; XVvet kantved

Ar Roue Arzhur a zo un haroz brezhon mojennel, brudet dre romantoù an Daol Grenn, gant e varc'heion hag e gleze burzhudus Kaledvoulc'h, o stourm ouzh an alouberien saoz. O chom emañ e Kamalod, pe Carduel pe Carleon[1]. Darn a gred e oa ur gwir roue a veve war-dro ar Vvet kantved, met n'eus prouenn splann ebet a gement-se.


Ar vojenn[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Hervez Jafrez Menoe e oa roue u n impalaeriezh hag en em astenne war Enez Vreizh en he fezh, hag ivez Iwerzhon, Norge, Danmark, Enez ar Skorn, hag ivez un tamm mat eus Galia. En e oberenn, Historia regum Britanniae (istor rouaned Breizh) ez eus anv eus tad Arzhur, Uther Pendragon, Merzhin, ar c'hleze Kaledvoulc'h, ganedigezh Arzhur e Tintagel, e emgann a-enep Mordred e Camlann, hag e emdenn da Avalon.

En xiie kantved e skrivas Chrétien de Troyes ar vojenn e galleg hag e reas anv ouzhpenn eus Lansalod ( Lancelot du Lac) hag eus ar Graal santel.

Damankouaet e voe mojenn Arzhur goude ar Grennamzer, met diouzh ar c'hiz eo adarre abaoe an XIXvet kantved, e Bro-Saoz ha Kembre dreist-holl, hag e Breizh un tamm ivez.

Diazez ar vojenn el lennegezh krennamzerel[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

A-raok ar bloavezh 1000[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Goude ar bloavezh 1000[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Goude ar Grennamzer[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Skridoù nevez zo deuet da vagañ ar vojenn abaoe ar Grennamzer.

Lennegezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ouzhpenn ar skridoù a zo bet danvez ar vojenn er Grennamzer (ha pelloc'h) ez eus bet skridoù all awenet gant ar vojenn end-eeun. Menegomp:

  • Mark Twain, A Yankee from Connecticut at King Arthur's court.
  • John Steinbeck, The Acts of King Arthur and His Noble Knights, 1976
  • Romantoù Marion Zimmer Bradley, skrivagnerez stadunanat.
  • 8 levr gant Jean Markale, Le Cycle du Graal (La Naissance du Roi Arthur, Les Chevaliers de la Table Ronde, Lancelot du Lac, La Fée Morgane, Gauvain et les chemins d'Avalon, Perceval le Gallois, Galaad et le Roi Pêcheur, La Mort du Roi Arthur), Pygmalion, 1992-1996.

Levrioù e brezhoneg[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Anavezout a reer:

  • Romant ar roue Arzhur, gant Langleiz (Embannadurioù Al Liamm)
  • Ar Roue Arzhur & Marc'heion an Daol-Grenn, gant Molly Perham, skeudennet gant Julek Heller, hag embannet gant An Here (1998) (troidigezh).
The Death of King Arthur (Marv Arzhur), gant James Archer (18231904).

Filmoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Adkemeret eo bet ar vojenn gant ar sinema hag ar skinwel. E-touez ar filmoù awenet gant ar vojenn e c'haller menegiñ :

Kanaouennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Pennadoù kar[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Mireille Séguy, Lancelot, éditions Autrement, Paris, 1996, p. 166


Liamoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]