Paganiezh
Mont d’ar merdeerezh
Mont d’ar c’hlask
Paganiezh (eus al latin pagus "kêriadenn") zo ur ger da daolenniñ pobloù n'o deus ket degemeret ur relijion undoueel, hervez ar savboent kristen.
Da gentañ e veze implijet ar ger en ur mod dismegus da zispartiañ ar re a veve er c'hêrioù diouzh ar re a oa o chom war ar maez, dizesk.
Adal an XIXvet kantved e vez lavaret pagan (pe heiden er yezhoù germanek) evit tud o deus kredennoù liesdoueel pe liammet ouzh an natur. A-wezhioù e vez taolennet evel pagan an dizoueidi daoust ma n'eo ket un doareañ pizh.