Impalaeriezh roman

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Impalaeriezh Roman)
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Lupa romana.jpeg
Ur pennad eus an heuliad
Henroma eo ar pennad-mañ
Ar Vonarkiezh
Ar Republik
An Impalaeriezh
Impalaeriezh ar C'hornôg
Impalaeriezh ar Reter

Gant al lavarenn Impalaeriezh roman (latin: Imperium Rōmānum, gresianeg krennamzerel: Βασιλεία τῶν Ῥωμαίων, italianianeg: Impero romano) e roer da intent daou dra war un dro :

An impalaeriezh Roman en e barr pa oa marvet Trajan e 117 kent Jezuz-krist

Renad an Impalaeriezh roman[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Staliet eo bet ar renad gant Caius Julius Caesar Octavianus (Aogust), hemañ gourniz hag advab Kezar, goude brezelioù diabarzh c'hoarvezet e diwezh ar Republik roman. Peurvuiañ e roer evel e deroù ar bloaz 27 kent Jezuz-Krist pa oa roet da Octavius gant ar Sened roman an titl a Aogust gant ar galloudoù uhelañ. Koulskoude ne oa nemet lakaat war-wel hag ez-ofisiel ar saviad ma oa ar riez dindanañ adalek Emgann Actium (31 kent Jezuz-Krist) pa oa bet trec'h Octavius war armeoù Marcus Antonius ha Kleopatra. Ouzhpenn-se e veze boazet Roma ouzh an unpenniezh diwar mare diktatouriezh Kaezar.

Biskoazh n'eo bet embannet e oa ur renad nevez a vije impalaeriezh e anv. E-pad pell eo bet miret gwiskamantoù ha pennaennoù ar Republik roman, rak aon bras o doa ar Romaned ma vije renet ur cheñchamant e-enep d'an henvoazioù hag a-enep da youl an doueoù marteze. Hervez an istor ofisiel diwar o intrudu en em lakae ar Republik, ar Bobl hag o Sened etre daouarn un den hepken. Princeps e oa e ditl boutinañ ha ne oa nemet hini ar senedour en doa droad evit komz e penn kentañ an holl. Ur wech c'hoazh e oa ur ster relijiel kuzh pa sonje ar Romaned e oa ar pep kentañ o komz an hini awenet gant an doueoù hag e veze selaouet spis outañ.
Evit abeg aon ar cheñchamant e veze kustum ivez e mareoù kentañ reiñ d'ar princeps an titl a goñsul, uhelañ magistraderezh ar Republik.

Aogust, hag eñ an advab, en doa lakaet anv Kezar a-raok e anv-familh dezhañ ha diwar ar skouer-mañ eo bet graet ar memes tra gant an impalaerien all. Un titl eo deuet da vezañ, kevatal da impalaer hag e kaver Tsar, pe Ksar, evel anv a enor roet d'an impalaer rusian, bulgar ha serb, ha Kaiser evit an impalaerien alaman hag aostrian.

Ingal e veze roet titloù ouzhpenn d'ar princeps hag en o zouez hini Imperator. Roet e veze en a-raok d'ar jeneral trec'hour gant e soudarded. Diouzh ar ger-se e teu impalaer.

Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

An impalaeriezh Roman a oa bet ar stad galloudusañ a-fed ekonomiezh, sevenadur, politikerezh ha milourel eus e vare. Chomet eo unan ar brashañ impalaeriezh a zo bet a viskoaz. En e barr dindan ren an impalaer Trajan, e oa ledet war 5 milion kilometrad karrez. En e dalc'h e oa e-tro 70 milion anneziad, 21% eus poblañs ar bed er mare-se. Dre m'en doa padet pell ha war un tiriad bras ez eo chomet an impalaeriezh roman un diazez evit ar yezhoù gresian ha latin, a-fed sevenadur, relijion, krouadennoù, tisaverezh, prederouriezh, lezennoù ha stummoù gouarnamant evit diskennidi an impalaeriehz ur wech aet da get. E-pad mare krennamzerel Europa, e voe klasket adsevel impalaeriezhioù d'an impalaeriezh roman. E-touez anezho Impalaeriezh Roman, ur Stad kroaziadeg, hag an impalaeriezh roman Santel German. Dre nerzh trevadenniñ an europeiz goude mare an azginivelezh, hag ar stadoù krouet a-ziwar, ar sevenadurezh gresian-Roman ha yuezev-kristen a voe ledet dre ar bed o krouiñ diazez ar bed a-vremañ.

Gwelet ivez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]