Marevezh hellenadek

Eus Wikipedia
Soudarded hellenek e rouantelezh Ptoleme, en Egipt, 100 kent JK, munut eus marelladur Palestrina

Ar marevezh hellenadek, etre ar IVvet hag ar Iañ kantved kent JK, zo ur marevezh en istor ar bed kreizdouarel a ya eus talek marv Aleksandr Veur betek faezhidigezh Kleopatra. Alies e vez gwelet evel ur marevezh-tremen, a-wechoù evel un amzervezh gweñvidigezh, war-lerc'h splannded ar Marevezh Klasel hag a-raok hini nerzh an Impalaeriezh roman, hag abalamour da se ne vez ket studiet kement gant an istorourien. Koulskoude e skede kêrioù evel Alexandria, Antioch, Pergamon, bleuniañ a rae ar c'henwerzh, ha kreskiñ a rae pouez ar gresianeg er rannved-se, ma kemmas kalz ar Reter Tostañ a-raok ma tremenas dindan mestroni Roma.

Troienn eus an XIXvet kantved[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

En XIXvet kantved eo e voe termenet ar Marevezh hellenadek gant an istorourien hag ar ger hellenadek e-unan ("hellenistic" kentoc'h) gant an istorour alaman Johann Gustav Droysen er Geschichte des Hellenismus e 1836 ha 1843.