Sened roman

Eus Wikipedia
Mont d’ar merdeerezh Mont d’ar c’hlask

Ar Sened roman zo unan eus ensavadurioù hirañ ha levezonusañ istor Henroma. Bodadeg ar familhoù a-renk senedel an hini eo, e-karg eus buhez relijiel, lezennel, arc'hantel hag eus politikerezh diavaez ar gêr. E berzh er politikerezh roman a oa cheñchet avat a-hed an istor hag en e vrasañ e oa bet da vare ar Republik roman.

Dindan ar vonarkiezh e oa ur vodadeg a roe alioù d'ar rouaned. Daoust ma oa bet skarzhet ar roue diwezhañ Lucius Tarquinius Superbus e -509 e oa chomet ar Sened e plas. Gwan e oa e penn-kentañ ar Republik tra ma oa ar brasañ eus ar galloudoù gant an dud e-karg, met tamm-ha-tamm, a-feur ma troed eus ar vonarkiezh d'an ensavadurioù republikan e oa kaset war-raok galloud ar Sened war ar vagistrated. Gwanaet e oa e c'halloudoù adarre goude reformoù ar Graccii. Dalc'het e voe memes tra da vare an Impalaeriezh roman, ha kemer a ra galloudoù ouzhpenn e-pad ar Priñsipat zoken, goude m'eo kollet e zizalc'hidigezh politikel. Dindan beli an Impalaer emañ ha koll a ra e lorc'hañs tamm-ha-tamm, dreist-holl adalek an IIIe kantved.

Reformoù Diokletianus a lamas holl c'halloudoù politikel ar Sened ha buan e teuas da vezañ par d'ur vodadeg-kêr, heñvel ouzh hini kêrioù all, dreist-holl pa oa kresket galloud Kergustentin adalek 330 e-lec'h ma voe krouet ur sened all gant Kustentin. Ur wezh echu gant an Impalaeriezh roman er c'hornôg er IVe kantved e chom ar Sened ur vodadeg-kêr dindan ren ar Varbared a-raok bezañ dilezet e penn-kentañ ar VIvet kantved.