Savouriezh

Eus Wikipedia
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ
Kemmet e voe kêr Firenze hag arz ar savouriezh gant Filippo Brunelleschi pa ouzhpennas ur volz-toenn d'an iliz Santa Maria del Fiore e 1420

Savouriezh a reer eus an arz hag ar skiant a denn da dresañ savadurioù ha frammoù-savadur. Tisavourien, tisavourezed eo an dud a vicher a ra war-dro ar raktresoù-se.

Arkitektouriezh a lavarer ivez diwar levezon ar galleg, eus al latin architectura deuet eus ar gresianeg αρχιτεκτων arkhitektôn "tisavour", a zo "penn kalvez" e gwirionez.

Ledanoc'h eo tachenn ar savouriezh mard ouzhpenner an ober war-dro holl endro ar sevel tiez, eus live uhel steuñvadur ar c'hêrioù, ar gêraozouriezh, hag ar sevel gweledvaoù betek live izel ar c'hrouiñ an arrebeuri hag ar c'hinkladur diavaez.

Daou benn zo d'ar vicher : greüsted ha koust ar sevel hag aested ha kened evit an implijer.

Er steuñvoù savouriezh e vez lakaet da c'hoari ar spas, an ec'honad, ar gouloù, ar skeudoù ha traoù difetis all evit sevel un dra brav ma'z eo plijus bevañ. Er c'hontrol, ar skiantoù pleustrek hag an ijinouriezh a vez troet muioc'h ouzh an tresañ savadurioù ha frammoù-savadur.

Mareadoù an arkitektouriezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Savouriezh bizantion
  • Savouriezh c'hotek
  • Savouriezh henc'hresian
  • Savouriezh henegiptat
  • Savouriezh henroman
  • Savouriezh minoel
  • Savouriezh romanek

Gwelit ivez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]