Marcus Antonius

Eus Wikipedia
Mont d’ar merdeerezh Mont d’ar c’hlask
Disambiguation.svg Ur pennad Marcus zo ivez.
Marcus Antonius

Marcus Antonius, ganet en 83 ha marvet en 30, zo ur politikour hag ur jeneral roman. Mab e oa da Marcus Antonius Creticus, ha mab-bihan d'ar c'honsul Marcus Antonius Orator.

Un harper leal hag a-bouez e voe evit kenderv e vamm Julius Caesar, evel ofiser eus an arme ha merour. Goude drouklazh Caesar e savas Marcus Antonius ur c'hevredad politikel ofisiel gant Octavius (Augustus) ha Lepidus, anvet gant istorourien an amzer a vremañ Eil Triumvirelezh.

Echuiñ a reas an Eil Triumvirelezh e -33. Dizemglevioù etre Octavus hag Marcus Antonius a lakaas ar brezel sivil da darzhañ. Brezel diwezhañ ar Republik roman e voe, e -31. Faezhet e voe Marcus Antonius gant Octavius en emgann war vor Actium, hag en un emgann berr e-tal Aleksandria.

En em lazhañ a reas Marcus Antonius hag e serc'h Kleopatra nebeut goude. Pouezus-kenañ e voe e faezhidigezh e treuzfurmadur Republik Roma en Impalaeriezh roman.


E vugale[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Gant Fulvia:
  2. Gant Octavia Minor, c'hoar da Octavianus, a zeuas da vout an impalaer Augustus:
  3. Gant Cleopatra: