Roll an impalaerien roman

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Lupa romana.jpeg
Ur pennad eus an heuliad
Henroma eo ar pennad-mañ
Ar Vonarkiezh
Ar Republik
An Impalaeriezh
Impalaeriezh ar C'hornôg
Impalaeriezh ar Reter

Kinniget eo amañ roll an Impalaerien roman betek fin Impalaeriezh roman ar C'hornôg.

Ret eo kaout soñj ne dalveze an termen latin imperator, a deuio ar ger "Impalaer" anezhañ, nemet da ober anv eus ur garg vilourel a-douez an holl gargoù all dalc'het gant un den. Da envel an Impalaer e rae ar Romaned gant an anv "Kaezar" (Caesar) kentoc'h, ha dreist-holl gant "Aogust" (Augustus).

Soñjal a rae an dud e oa kar an holl Impalaerien da g-Kaezar mod pe vod, ha ma ne oa ket dre ar gwad e oa e-giz pa vijent bet advabet gantañ, hag ul liamm familh speredel a oa etrezo ha Kaezar (ha gwir eo e oa an Impalaerien gentañ eus familh Kaezar ouzhpenn).

Aogust[kemmañ]

En desped d'ar pezh a c'halljed soñjal, n'emañ ket Caius Julius Caesar e-touez an Impalaerien roman. August eo a seller outañ evel an Impalaer kentañ, ha meur a abeg zo da se:

  • Eñ eo, ha neket Kaezar, a lakaas un termen d'ar prantad distabilded politikel en deus merket dibenn ar Republik roman;
  • Eñ eo, ha neket Kaezar, a zeuas a-benn da gavout ur c'hempouez etre ur galloud nevez kreñv a-walc'h evit chom en e sav hag an ensavadurioù republikan kozh zo padet daoust da bep tra. A-benn ar fin eo bet drouklazhet Kaezar dre ma kave da lod ne zouje ket d'an ensavadurioù-se : dre heg e oa bet anvet da "ziktatour" (dictator) da viken, e -45 ha pourmen a rae e galite e Roma end-eeun gant e serc'h Kleopatra (rouanez Egipt).

Diwall mat a reas Aogust da zoujañ d'an ensavadurioù kozh, ar Sened peurgetket ha, kontrol da Gaezar, e ouias ren ur vuhez prevez eeun hep re a bompadoù ("me n'on nemet kentañ keodeour Roma - primus inter pares" emezañ). E-keit-se e kendalc'he da verniañ kargoù politikel, relijiel ha milourel war e anv.

  • Gantañ e voe kaset da benn an adreizhadennoù a oa bet embannet gant Kaezar, hep o lakaat da dalvezout. Evel-se e roas d'an Impalaeriezh un tres armerzhel ha kevredigezhel disheñvel mat diouzh ar pezh a oa bet re ar Republik.


Impalaerien betek diskar an Impalaeriezh[kemmañ]

Impalaeriezh uhelañ[kemmañ]

Kronologiezh eeunaet an Impalaerien (Impalaeriezh uhelañ)

Impalaeriezh uhelañ

Anv Deiziadoù ren
Tierniezh Julio-Klaoda
Aogust -27-+14
Tiber 14-37
Kaligula 37-41
Klaoda I 41-54
Neron 54-68
69, Bloavezh ar pevar Impalaer
Galba 68-69
Othon Genv.-Ebr. 69
Vitellius Ebr.-déc.69
Flavianed
Vespasian 69-79
Titus 79-81
Domitian 81-96
Antonined
Nerva 96-98
Trajan 98-117
Hadrian 117-138
Anton an Deol 138-161
Mark Aorel &
Lucius Verus
161-180
161-169
Commodus 180-192

Enkadenn an IIIe kantved hag an Impalaeriezh diwezhañ[kemmañ]

Kronologiezh eeunaet an Impalaerien (Marevezh etre hag Impalaeriezh diwezhañ)

Enkadenn an IIIe kantved

Anv Deiziadoù ren
193, eil bloavezh gant pevar Impalaer
Pertinax Genv.-Meurzh 193
Didius Julianus Meurzh-Mezh. 193
Clodius Albinus 193-197
Tierniezh Severus
Septimus Severus 193-211
Caracalla &
Geta
211-217
211-212
Macrinus 217-218
Elagabalus pe Heliogabalus 219-222
Severus Alexander 222-235
Anarkiezh vilourel
Maximinus Thrax 235-238
Gordian I ha Gordian II C'hwev. 238
Pupienus Maximus ha Balbinus C'hwev.-Mae 238
Gordian III 238-244
Fulup an Arab 244-249
Decius 249-251
Trebonianus Gallus 251-253
Aemilianus Ebr.-Eost 253
Marevezh an "30 Tiran"
Valerian (Reter) &
Gallian (Kornôg)
253-260
253-268

Impalaeriezh diwezhañ

Illiria
Claudius II Gothicus 268-270
Quintillus Eost-Here 270
Aorelian 270-275
Marcus Claudius Tacitus 275-276
Florian Eost-Gwen. 276
Probus 276-282
Carus 282-283
Carinus (Kornôg)
Numerian (Reter)
283-285
283-284
Tetrarkiezh
Diokletian (Reter) &
Maksimian (Kornôg)
284-305
285-305 ha 306-310
Galerius (Reter) &
Constantius Chlorus (Kornôg)
293-311
293-306
Maximinus Daia (Reter) &
Severus II (Kornôg)
305-313
305-307
Maksent (skraper) 306-312
Tierniezh Kustentin
Kustentin I (Kornôg) &
Licinius Ier (Reter)
306-337
308-324
Bassianus (Kaezar ar Reter) 314-314
Licinius II (Kaezar ar Reter) 317-324
Crispus (Kaezar ar C'hornôg) 317-326
Dalmatius hag Hannibalianus (Reter) 335-337
Constantius II (Reter) &
Constans Iañ (Kornôg) &
Constantinus II (Kornôg)
337-361
337-350
337-340
Nepotianus (Kornôg) C'hwev. - Meurzh 350
Gallus (Kaezar ar Reter) 351-354
Juluan ar renavi 355-363
Jovianus 363-364
Tierniezh ar Valentinianed
Valentinian I (Kornôg) &
Valens (Reter)
364-375
364-378
Gratian (Kornôg) 367-383
Valentinian II (Kornôg) 375-392
Tierniezh Teodosius
Teodosius I (Reter) 378-395

Bet eo Teodosius I an Impalaer diwezhañ o ren da vat war an Impalaeriezh Roman a-bezh. E zaou vab a renas war e lerc'h:

Eeunaet eo an daolenn a-is :

  • N'eo ket meneget enni an darn vrasañ eus ar skraperien, dreist-holl re marevezh an "30 tiran", lodenn zuañ an anarkiezh vilourel ha bet anvet evel-se abalamour d'an niver a skraperien c'halloud emanvet Impalaer (Tiran evit gwir);
  • An Impalaerien merket Kaezar n'int ket bet Aogust gwech ebet;
  • Pa'z eus bet meur a Impalaer o rannañ ar galloud etrezo eo merket Reter pe Kornôg hepken, hep mui a vunudoù; ouzhpenn n'eo ket padet an holl rannoù galloud atav hag Impalaerien zo, bet lakaet e penn ur ranndir bennak e penn-kentañ, zo en em gavet e penn an Impalaeriezh a-bezh da c'houde (da skouer : Kustentin I, bet an Impalaer nemetañ etre 324 ha 335 ).

Tun memor[kemmañ]

Un tun memor zo evit derc'hel soñj eus roll an 12 Impalaer roman kentañ (Kaezar e-barzh). N'eus ken sevel ur frazenn aes da zerc'hel soñj anezhi ma ya pep silabenn d'ober deroù anv un Impalaer :

"Kaezaotika, Klaonegalo, Vivestido" (Kaez | ao | ti | ka | klao | ne | gal | o | vi | ves | ti | do)

Kaez => Kaezar ; ao => Aogust ; ti => Tiber ; ka => Kaligula ; Klao => Klaoda ; ne => Neron ; gal => Galba ; o => Othon ; Vi => Vitellius ; ves => Vespazian ; ti => Titus ; do => Domitian

Gallout a reer astenn ar frazenn-mañ da Impalaerien all. Dont a ra da vezañ : "Kaezaotika, Klaonegalo, Vivestido, Netrajhadan, Marcosepca" (Kaez|ao|ti|ka|klao|ne|gal|o|vi|ves|ti|do|ne|traj|had|an|mar|co|sep|ca)

Impalaerien ar C'hornôg war-lerc'h 395[kemmañ]

Tierniezh Teodosius ( kendalc'h )
Honorius 392-423
Maksim (skraper) 409-411
Attale (skraper) 409-410 ha 414-415
Konstañs III C'hwev. - Gwen. 421
Jean (skraper) 423-425
Valentinian III 425-455
Impalaerien ziwezhañ
Petronius Maximus Meurzh-Mezh. 455
etrerenad (2 viz)
Avitus 455-456
etrerenad (5 miz)
Majorian 457-461
Libius Severus 461-465
etrerenad (2 vloaz)
Anthemius 467-472
Olybrius Goue.-Here 472
Glycerius 473-474
Julius Nepos 474-475
Romulus Augustus 475-476

E 476 e oa aet da get Impalaeriezh roman ar C'hornôg pa voe torret Romulus Augustus, an Impalaer diwezhañ, eus e garg gant Odowakar.

Impalaerien ar Reter goude 395[kemmañ]

Gwelet Roll Impalaerien Bizantion

Aet eo da get e 1453 Impalaeriezh roman ar Reter, bet anvet ivez Impalaeriezh vizantion adal ar Grennamzer uhelañ, p'eo bet preizhet Kergustantin gant an Durked.

Gwelet ivez[kemmañ]

Liammoù diavaez[kemmañ]