Mont d’an endalc’had

Roue Uhel Iwerzhon

Eus Wikipedia
Ard Rí na hÉireann
titl noblañs
Iskevrennad eusroue Iwerzhon, High king Kemmañ
StadIwerzhon Kemmañ
Roll elfennoùlistenn roueed uhel Iwerzhon Kemmañ
Roue Uhel Iwerzhon a oa staliet e Run Tara. Al Lia Fáil (maen an tonkad) a embanne anv ar roue pa veze lakaet e droad warnañ, hervez an hengoun.

Roue Uhel Iwerzhon (Iwerzhoneg: Ardrí na hÉireann ) a oa un titl roueel en Iwerzhon Ouezelek dalc'het gant roue ar rouaned, hag a rene war Iwerzhon a-bezh. Roet e voe da rouaned istorel kement ha da dudennoù gwengelel pe hanter-wengelel eus ar grennamzer uhel.

Ul lignez didorr a Rouaned Veur a gaver e lennegezh krennamzerel Iwerzhon, hag a rene adal Run Tara war un urzhaz a rouaned izeloc'h. Istorourion a lavar e oa bet krouet an aozadur-se en VIIIvet kantved gant meur a diegezh galloudus. John T. Koch a zisklerias: "Daoust ma vije aotreet Roue Uhel Iwerzhon (pe Roue Tara) da ren war ar rouaned arall eus Iwerzhon hervez al lezenn, ne c'halle ket mestroniañ an enezenn a-bezh a-raok an IXvet kantved e gwirionez".[1]

Ar soñj ag ur roueelezh vroadel a greskas e-pad oadvezh ar Vikinged. Galloud ar Roue Uhel a c'halle mont ha dont, hogen biskoazh n'o devoa a-walc'h a c'halloud evit ren war ar vro a-bezh. Ur roll merour en devoa kentoc'h evit derc'hel ar peoc'h etre ar rouaned arall dindanañ.

  1. Koch, John (2006). Celtic Culture: A Historical Encyclopedia. ABC-CLIO. 1663–1664 p.