Mont d’an endalc’had

Danvez Bro-C'hall

Eus Wikipedia

Danvez Bro-C'hall (Matière de France e galleg) pe c'hoazh « Kelc'hiad karolingat » (Cycle carolingien) a vez lavaret eus danvez al lennegezh ma konter troioù-kaer kompagnuned Karl Veur.
An danvez-se a zo anezhañ an holl vojennoù eus Bro-C'hall pe eus Kornogeuropa : Italia ha Bro-Saoz dreist-holl, hag eus Lec'hlenn ivez, skrivet pe e galleg krennamzerel pe e yezhoù all.

Setu tudennoù brudetañ danvez Bro-C'hall :

Danvez Bro-C'hall war an diwezhadoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Goude marevezh ar c'hurwerzioù (chansons de geste) ne varvas ket danvez Bro-C'hall. Brudet eo an oberennoù italianek awenet ganto, re Matteo Maria Boiardo, ha Ludovico Ariosto, hag un toullad re all disteroc'h o brud. Ar barzhonegoù Orlando innamorato ("Roland en karantez") hag Orlando furioso ("Roland droug ennañ") zo awenet gant ar chansons de geste. Ha ganto eo e voe awenet goude Edmund Spenser pa skrivas The Faerie Queene,[1] petra bennak ma n'eo ket Danvez Bro-C'hall da vat, dre ma c'hoarvez an istor en ur vro a faltazi.

Danevelloù all a gaver en norseg, gant Karlamagnus Saga skrivet en XIIIvet kantved e Norge;[2] hag ennañ un deverrañ eus penndanevelloù ar c'helc'hiad. E gwirionez, a-raok advrud mojenn Arzhur en XIXvet kantved e oa ken bras all brud Danvez Bro-C'hall.

Skiant-faltazi

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Bihanoc'h eo brud Danvez Bro-C'hall el lennegezh skiant-faltazi eget hini Danvez Breizh.(Daveoù a vank)

  1. ↑ Giardina, Henry. "Mad with Desire (Kind Of)", The Paris Review, June 24, 2014
  2. ↑ Ker, W.P., "Metrical Romances, 1200–1500", The Cambridge History of English and American Literature Vol. I, (1907–21)
  3. ↑ (en) L. Sprague de Camp & Fletcher Pratt, The Castle of Iron, New York Gnome Press, 1950, (ISBN 978-1-121-24569-3)
  4. ↑ (en) Poul Anderson, Three Hearts and Three Lions, Ace, 1984, (ISBN 978-0-441-80822-9)
  5. ↑ (it) Italio Calvino, Il cavaliere inesistante, Mondadori, 2010, (ISBN 978-88-04-59888-6)

Pennadoù kar

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]