Orlando furioso
| Titl | Orlando furioso |
|---|---|
| Diazezet war | La Chanson de Roland, Orlando Innamorato |
| Labour da-heul | The Historie of Orlando Furioso |
| Seurt oberenn | barzhoneg |
| Tachenn | chivalric romance |
| Aozer | Ludovico Ariosto |
| Deiziad embann | 1516, 1532 |
| Bro orin | Italia |
| Yezh an oberenn pe an anv | italianeg |
| Used metre | ottava rima |
| Pennlinenn | Le donne, i cavalier, l'arme, gli amori |
| Prantad | Azginivelezh arzel |
| Deskrivet dre | Orlando Furioso frescos from palazzo Torfanini (Bologna) |
| Statud ar gwirioù-oberour | domani foran, domani foran |

Orlando furioso zo ur meurgan italianek gant Ludovico Ariosto a zo bet embannet e 1532.
Ur varzhoneg hir eo, 46 kan enni ha 38 736 gwerzenn eizhsilabennek en holl. Savet eo da gontañ troioù-kaer Orlando (Roland al lennegezh c'hallek krennamzerel), ha re un toullad tud all. Implij a ra an oberour Danvez Bro-C'hall hag un tamm bihan Danvez Breizh. Kinniget eo evel un heuliad da Orlando innamorato, gant Matteo Maria Boiardo (1483)).
Danvez an oberenn
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Steuñvenn an istor eo ar brezel etre Karl Veur hag ar Sarazined, a zo o vont d'aloubiñ Europa gristen.
Kaoz zo eus Orlando, a gar ar briñsez pagan Angelica.
Kaoz zo ivez eus troioù Ruggiero ar Sarazin, sorset gant an hudourez Alcina, eus e vestrez kristen, ar vrezelourez Bradamante, daou zanvez-pried kinniget gant an oberour evel hendadoù e warezourien, dug Ferrara hag e vreur kardinal, Ippolito d'Este.
E 1503 e oa bet kroget an oberour. E 1516 e oa bet graet an embannadur kentañ. Hiraet e voe e 1521 hag echuet e 1532. Da gentañ e oa savet e yezh lez Ferrara, goude e voe lakaet e toskaneg lennegel, a oa yezh Dante Alighieri.
Orlando furioso el livouriezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Un toullad livadurioù zo bet awenet gant oberenn Ariosto.
- Giambattista Tiepolo evit ar palez Cornaro en Art Institute of Chicago