La Chanson de Roland

Emgann Roncesvalles e 778 : marv Roldán, e Kronikoù Meur Bro-C'hall, skeudennaouet gant Jean Fouquet e Teurgn, war-dro 1455-60
Bibliothèque nationale de France
Bibliothèque nationale de France
La Chanson de Roland zo ur gurwerz c'hallek eus ar Grennamzer, savet diwar-benn Emgann Roncesvalles a c'hoarvezas e 778 etre arme Franked an impalaer Karl Veur ha Vaskoned ar vro.
Savet e vije bet an oberenn en XIvet kantved gant un den anvet Turold (rak en un dornskrid, diwar an nav a zo, e lenner : Ci falt la geste que Turoldus declinet), met ne seblant ket trawalc'h da vezañ sur.