Mont d’an endalc’had

Ippolito d'Este

Eus Wikipedia
Ippolito d'Este en yaouank. Poltred gant Bartolomeo Veneto.
Quel ch'in pontificale abito imprime
del purpureo capel la sacra chioma
è il liberal, magnanimo, sublime
gran cardinal della Chiesa di Roma
Ippolito, ch'a prose, a versi, a rime
darà materia eterna in ogni idioma
la cui fiorita età vuole il ciel iusto
ch'abbia un Marone come un altro ebbe Augusto
Ludovico Ariosto
, Orlando furioso cap.III ottava 56.
An hini zo gwisket en abid pontifikal hag a c'holo e benn sakr gant un tog mouk, eo Ippolito, kardinal meur Iliz Roma, liberal, magnanim, sublim; hennezh e komz-plaen, e gwerzennoù, a vo lidet en holl yezhoù. Plijet d'an Neñv just en defe e hoal bleunius ur Maron all evel Augustus en doe e hini.

Ippolito d'Este, ganet e Ferrara d'an 20 a viz Meurzh 1479 ha marvet eno ivez d'an 3 a viz Gwengolo 1520, a oa un arc'heskob ha kardinal italian e deroù ar XVIvet kantved e Ferrara, breur d'an dug Alfonso Iañ d'Este (1476-1534).

Mab e oa da Ercole Iañ d'Este, dug Modena ha Ferrara, ha d'ar briñsez Eleonora di Napoli. Evel ma oa pevare bugel an dug e voe lakaet war ar studi da vont gant an Iliz, ha da c'hwec'h vloaz, e 1485, e voe roet dezhañ un abati. Gant skoazell e voereb Beatrice d'Aragona, pried Mazheaz Korvin, roue Hungaria, e voe anvet da arc'heskob Esztergom e 1487, hag anvet da benn iliz Hungaria. Ne voe degemeret an anvidigezh-se gant ar pab Inosant VII avat nemet pa voe 18 vloaz. Da c'hortoz e chomas da studiañ 7 vloaz e lez Budapest .

Goude marv e eontr Mazheaz e reas kalz beajoù da Italia. E-kerzh hini 1493 e voe anvet da gardinal gant ar pab Alesant VI. Tri bloaz goude, pa oa o tec'hel rak ar vosenn a skoe Hungaria, ec'h erruas e Roma gant ur c'hoskor a 250 den. Anvet e voe da arc'heskob Milano e 1497 ha da gardinal e 1509. E Roma e oa o chom, hag ur vikel a veze oc'h ober war-dro e garg a arc'heskob e-keit-se. Hervez dihelloù tailhoù Curia Roma e 1500 e oa ar pempet pinvidikañ e Stadoù ar Pab.

Keskiñ a reas e levezon e 1501 pa zimezas e vreur Alfonso gant merc'h ar pab Alesant VI, Lucrezia Borgia. Neuze e voe anvet da arc'hveleg (archipresbyter) Iliz-veur Sant Pêr Roma. E Roma e chomas betek deroù 1503, ha goude ez eas war fallat e zarempredoù gant ar pab abalamour ma tisplije dezhañ kenañ itrikoù an dug Ercole gant ar C'hallaoued, enebourien ar pab spagnol.

Skoazellañ a reas e vreur Alfonso d'Este, dug Ferrara, ha gwareziñ ar barzh Ludovico Ariosto.

Goude marv ar pab Alesant VI e voe anvet da eskob Ferrara gant Pius III. Rev avat a oa etrezañ hag ar pab a deuas goude, Julius II. E 1507 e kuitaas Curia Roma. Daoust da se e kanas ar pab meuleudi dezhañ abalamour d'e emzalc'h da vare irienn Bentivoglio. En 1509 e kasas un arme da adkmer douaroù Polesine a oa bet kollet gant an Estensi en o brezel a-enep Republik Venezia en 1484, ha trec'h e voe en emgann Polesella. D'ar 27 a viz Gouhere e voe galvet gant ar pab da Roma, met kavout a reas dezhañ e oa e vuhez e dañjer ha gwell e kavas tec'hel da Hungaria.


D'ar 16 a viz Mae 1511 e oa e-touez ar gardinaled a sinas ur galv d'ar pab da zont da gomz da Sened-Iliz Pisa an disivouderien. E vreur Alfonso koulkoude a deuas a-benn d'e lakaat da zilezel an disivoud, hag aotreet e voe gant ar pab da zistreiñ da Ferrara.

E 1513 e tistroas Ippolito da Hungaria met dilennet e oa bet ur pab nevez etre-keit-se, Leon X, eus an Tiegezh Medici, ha mont a reas en-dro d'e gêr c'henidik. D'an 22 a viz Ebrel e voe pardonet dezhañ ha d'e diegezh o oberoù tremenet, kaset a-enep ar pab.

E 1519 e lezas arc'heskopti Milano gant e niz Ippolito II d'Este.

Gwareziñ a reas an arzourien, ha dreist-holl Ludovico Ariosto hag an tisavour Biagio Rossetti.

Digant e serc'h Dalida de' Puti en doe daou vugel bastard

Mervel a reas e Ferrara en e veaj diwezhañ da Italia, d'an 3 a viz Gwengolo 1520, war-lerc'h ur regofad legistri. Beziet e voe en iliz-veur Ferrara. Lezel a rae war e lerc'h daou vab bastard ha gant e vreur Alfonso Iañ 200 000 dugad-aour.

E 1607, e voe lakaet e relegoù e-harz bez ar pab Urban III, war un dro gant re ar c'hardinal Giovanni Salvati, ha lakaet en ur jarl marmor.