Esztergom
Neuz
Esztergom (distaget [ˈɛstɛrɡom] en hungareg ; anvet ivez Strigonium e latin, Ostrihom e slovakeg ha Gran en alamaneg) zo ur gêr eus Hungaria, e hanternoz ar vro. Emañ war lez ar stêr Danav a verk ar vevenn etre Hungaria ha Slovakia. Annezet eo Esztergom gant war-dro 30 000 a dud.
Kêr-benn Hungaria e voe Esztergom, etre an Xvet hag an XIIIvet kantved. Neuze e voe kaset e lez da gêr Buda gant ar roue Béla IV.
En Esztergom emañ sez primad Iliz katolik Hungaria. Brasañ iliz Hungaria eo iliz-veur Esztergom. Eno ivez emañ lez vonreizhel Hungaria.
Kêrioù gevellet
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Espoo (Finland) abaoe 1974
- Štúrovo (Slovakia) abaoe 1991
- Bamberg (Alamagn) abaoe 1992
- Cambrai (Bro-C'hall) abaoe 1991
- Ehingen (Alamagn) abaoe 1992
- Maintal (Alamagn) abaoe 1993
- Gniezno (Polonia) abaoe 1994
- Mariazell (Aostria) abaoe 2002
- Canterbury (Bro-Saoz) abaoe 2004
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Esztergom (lec’hienn ofisiel)