Regofad
Neuz
Ur regofad a vez graet gant an den a zebr re e-pad ur pred .
Dizañjer e vez peurvuiañ ha gwelet e vez :
- c'hoant-teurel, pe dislonkañ
- terzhienn.
- ur barrad skuizhentez ha gwanijenn
- poan-benn.
- poan-gof a-wechoù
Gwellañ tra d'ober eo dislonkañ ha kousket. Alies ez aio gwelloc'h goude teurel ar boued. Ma ne aesa ket d'an den e c'hallo evañ ul loaiad bikarbonat sodiom en ur werennad dour.
Peurvuiañ ne bad ket pelloc'h evit un devezh pe zaou. Pa bad pelloc'h ha pa vez terzhienn dalc'hmat e c'hall bezañ kontammadur dre ar boued, ha ret eo gwelout ur medisin. En deizioù war-lerc'h ur regofad e vez ret evañ kalz dour, debriñ boued skañv, legumaj ha frouezh dreist-holl.
Ar foerell n'eo ket azon eus ar regofad, met eus un trubuilh bouzelloù. Pa vez foerell ha terzhienn ha poan e vez kleñved, gastroenterit pe kleñved bouzelloù bennak all.