Mont d’an endalc’had

Lucrezia Borgia

Eus Wikipedia
Lucrezia Borgia, hervez poltred Bartolomeo Veneziano
Lucrezia Borgia, hervez Pinturicchio.
Lucrezia Borgia, hervez Pinturicchio.

Lucrezia Borgia (Subiaco, 18 Ebrel 1480 - Ferrara, 24 Mezheven 1519) a oa merc'h da Rodrigo Borgia, kardinal spagnol hag a voe pab dindan an anv a Alesant VI, ha da Vannozza dei Cattanei.

C'hoar e oa da Cesare Borgia, a voe ivez kardinal, ha dug Valentinois ha Romagna. Daou vreur all he doa c'hoazh: Giovanni (pe Juan) ha Goffredo (pe Jofre).

Brudet e oa he c'hoantiz, hag he buhezegezh fall, a-hervez. Doujet e oa ivez abalamour d'he brud a bistrierez; koulskoude, ma veze implijet ar pistri en-dro dezhi n'eus prouenn ebet he dije kemeret perzh e muntr ebet en doare-se.

Ur benveg politikel e voe etre daouarn he zad hag he breur. Ne grogas da vevañ sioul nemet war-lerc'h he zrede dimeziñ.

Mervel a eure da 39 bloaz, war-lerc'h ganedigezh ur verc'h a varvas ivez.

He dimezioù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Teir gwech e timezas Lucrezia Borgia.

  • e 1493, da gentañ da Giovanni Sforza, aotrou Pesaro, a voe rediet da asantiñ d'an torr-dimeziñ, graet gant ar pab, tad Lucrezia, e 1497. En ofisiel ne oa ket bet kaset an dimeziñ da benn. Ken feuket e oa Sforza ma krogas da embann e kouske he zad hag he breur e gwele Lucrezia.
  • e 1498, da eil da Alfonso d'Aragona, dug Bisceglie, a voe lazhet gant Cesare Borgia er Vatikan e 1500; ur mab o doe;
  • e 1501, da drede, da Alfonso Iañ d'Este, a voe dug Ferrara war-lerc'h marv e dad Ercole Iañ d'Este e 1505. E eil wreg e oa Lucrezia, pa oa bet dimezet Alfonso da Anna Sforza a-raok.
  • C'hwec'h bugel o doe Alfonso ha Lucrezia, pevar anezho ne varvjont ket en bugel. En o zouez
  • Lucrezia Borgia a oa an anv roet gant Buffalo Bill d'e fuzuilh.

Pennadoù kar

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]