Mont d’an endalc’had

Beatrice d'Aragona

Eus Wikipedia
Beatrice d'Aragona ha Mathias Corvin

Beatrice d'Aragona, pe Beatrice Naplez, ganet d'ar 16 a viz Du 1457 e Capua ha marvet d'an 23 a viz Gwengolo 1508 e Naplez, a oa ur briñsez eus Naplez, deuet da vout rouanez Hungaria.

Merc'h e oa da Ferdinando Iañ Naplez, roue Naplez, ha d'e bried Isabella de Taranto. C'hoar e oa da Eleonora d'Aragona, Alfonso II Naplez, Federico Iañ Naplez.

Savet e voe e lez Naplez ha skoliet e voe gant Johannes Tinctoris, sonaozour walon, a ginnigas dezhi un dastumad eus e oberennoù da-geñver hec'h eured.

Dimeziñ a reas div wech, ha da zaou roue Hungaria.

Mattias Corvin

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

D'an 22 a viz Kerzu 1476, e kêr Buda, e timezas da Mattias Corvin, roue Hungaria. Dek deiz goude e voe kurunennet evel rouanez Hungaria.
Dre he levezon e vleunias arz an Azginivelezh en he bro nevez. Harp a roas d'un niver bras a skiantourien ha da arzourien italian (evel Antonio Bonfini) a lakaas da zont da Vuda. En uhelderioù kêr Visegrád e voe savet ar c'hentañ palez e doare an Azginivelezh e-maez Italia, hag a blije kenañ da dud lez ar roue.

Bugel ebet n'en doe Mazheas gant Beatrice. Envel a reas e vastard János Corvin da bennhêr. Mervel trumm a reas ar roue e Vienna en 1490. Klask a reas Beatrice enebiñ ouzh e vab-kaer evit mirout ar galloud.

Addimeziñ a reas d'ar 4 a viz Here 1490 en Esztergom dirak an eskob Tamás Bakócz.

Vladislas avat en devoa soñjet lakaat terriñ an eured, ha graet e voe d'an 2 a viz Ebrel 1500 gant ar pab Alesant VI (an hini a dorras eured kentañ ar roue gall Loeiz XII), war zigarez un ober sius graet a-ratozh gant an eskob. Addimeziñ a reas Vladislas da Anna Foix.

Distreiñ a reas da Naplez ma varvas d'an 23 a viz Gwengolo 1508. Beziet e voe e Katalonia, e Manati Poblet.

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Berzeviczy Albert: Beatrix magyar királyné (1457–1508), Athenaeum, Budapest, 1908. URL: Lásd Külső hivatkozások



Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.