Alfonso II Naplez

Eus Wikipedia
Alfonso II d'Aragona.

Alfonso II di Napoli, pe Alfonso II Naplez, ganet en 1448, marvet en 1495, a oa dug Calabria, ha roue Naplez war-lerc'h e dad.

E vuhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Mab e oa da Ferdinando Iañ Naplez, roue Naplez, ha da Isabel de Chiaramonte. Dimezet e oa da Ippolita Maria Sforza, merc'h da Francesco Iañ Sforza, dug Milano.

Ar roue gall Charlez VIII, a oa pennhêr René Iañ Naplez, a c'houlennas rouantelezh Naplez a oa bet kemeret dre vrezel gant Alfonso V Aragon, tad-kozh Alfonso II, digant René Iañ.


Bugale[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Tri bugel o doe Alfonso hag Ippolita :

Mervel a eure Ippolita e 1484, da 38 vloaz.

Alfonso neuze a zimezas d'e serc'h Truzia Gazzela (Trogia Gazzella), a oa mamm da zaou vugel all.

  • Sancha d'Aragona (ganet e 1478 e Gaeta), dimezet da Goffredo Borgia;
  • Alfonso d'Aragona (ganet e 1481 e Napoli, marvet e 1500), Priñs Salerno, Dug Bisceglie; dimezet e 1498 da Lucrezia Borgia; lazhet gant Cesare Borgia er Vatikan e 1500; tad e oa d'he mab.

Marv Alfonso[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Dilezel a reas e garg a roue e 1495, hag e vab Ferdinant an hini a gemeras ar gurunenn. Kuitaat a reas kêr Naplez da vont da chom da Sikilia ha mervel a reas prestik goude e miz Du 1495.

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Charles Cawley, Medieval Lands, Sicily/Naples, Counts and Kings