Janed Naplez (1478-1518)

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Janed Naplez, pe Giovanna d'Aragona (1478-1518), a oa rouanez Naplez, dimezet da Ferdinant II Naplez.

Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ganet e oa Janed e Naplez e 1478, ha merc'h e oa da Ferdinand Iañ Naplez ha d'e eil pried Janed Aragon (1454-1517). Merc'h-vihan e oa da Yann II Aragon ha d'e eil pried Juana Enríquez. Hanterc'hoar e oa da Alfonso II Naplez ha Frederico IV Naplez.

En 1496, d'he 17 vloaz, e voe dimezet Janed d'he niz Ferdinant II Naplez. Hennezh a oa mab d'he hantervreur Alfonso II Naplez. Ar voereb plac'h nevez a oa 17 vloaz, hag an niz paotr nevez 27 bloaz. Ha mervel a reas Ferdinant II d'ar 7 a viz Gwengolo er bloaz-se en-eeun. Bugel ebet ne oa bet.

Fedrico IV Naplez, eontr Ferdinant, ha hantervreur Janed, an hini a voe anvet da roue. Janed a vevas daou vloaz warn-ugent c'hoazh, addimeziñ avat ne reas ket.

Ar roue saoz Herri VII o klask gwreg[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E miz C'hwevrer 1503 e kollas Herri VII, roue bro-Saoz, e bried kentañ, Elizabeth of York. 46 bloaz e oa, ha c'hoant dezhañ addimeziñ. Ar rouanez Izabel Kastilha a gomzas dezhañ eus Janed Naplez, a oa 25 bloaz d'ar poent-se.