Katelin Aragon

Eus Wikipedia
Catherine of Aragon pe Catalina de Aragón y Castilla pa oa intañvez yaouank

Katelin Aragon, pe Catherine of Aragon hervez ar saozneg, pe Catalina de Aragón y Castilla pe Catalina de Trastámara y Trastámara hervez hec'h anvioù spagnolek orin, a oa ur briñsez spagnol, ganet d'ar 16 a viz Kerzu 1485, en Alcala de Henares, e Kastilha – ha marvet d'ar 7 a viz Genver 1536, e Kimbolton, e Bro-Saoz. He zad a oa Fernando II Aragon hag he mamm Izabel Kastilha. Pried kentañ ar roue saoz Herri VIII e oa, ha rouanez Bro-Saoz. Torret e voe an eured dre youl he fried roue, kement-se a voe kaoz d'an anglikanegezh.


He buhez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Merc'h e oa d'ar roue Ferdinant II Aragon ha d'ar rouanez Izabel Iañ Kastilha. Klasket e voe he dimeziñ da skoulmañ un emglev diplomatek etre rouantelezh Spagn, nevez-unanet, ha Bro-Saoz ma oa an Tiegezh Tudor nevez-erruet er galloud. Erruout a eure Catherine en Saoz en 1501 ma timezas da briñs Kembre Arthur Tudor (1486-1502), mab henañ ar roue Herri VII. D'ar 14 a viz Du 1501 e voe graet an eured. Mervel a reas he fried dindan 5 miz, d'an 2 a viz Ebrel 1502. Chom a reas an intañvez e Bro-Saoz, ha d'an 11 a viz Mezheven 1509 e timezas, gant aotre ar pab Jul II, d'ar roue Herri, breur he fried kentañ, ma teuas da vout rouanez Bro-Saoz.


C'hwec'h bugel he doe gant Herri VIII, ne vevas nemet Mary (1516-1558), a voe rouanez.


Drouklaouen e oa ar roue o welout n'en doa mab ebet, ha kas kuit a reas e wreg e 1532, en desped d'ar pab. Diwar-se e c'hoarvezas skism Bro-Saoz ha savidigezh an iliz anglikan.



He dimeziñ kentañ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Arzhur Tudor, he fried kentañ, marvet da 15 vloaz

Euredet e voe an daou yaouank en Iliz-veur Sant-Paol e Londrez d'ar 14 a viz Du 1501. Met e kastell Ludlow e vanjont klañv-fall. Arthur a varvas (peut-être de la suette) d'an 2 a viz Ebrel 1502, un toullad mizioù war-lerc'h an eured hepken, met e wreg a bareas. 15 vloaz ne oa ken an danvez roue, lavaret e voe ne voe ket kaset an dimeziñ da benn, hervez a gontas Catherine hec'h-unan.

Hec'h eil dimeziñ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Chom a reas an intañvez yaouank e Bro-Saoz. Perak e chomas? Abalamour d'ar politikerezh, ha d'an arc'hant: ne oa ket prest an tad-kaer Herri VII da zaskor pikol argouroù e verc'heg. Un eil dimeziñ a aozas neuze gant Herri, e eil mab. Hervez gwir an Iliz e oa difennet groñs addimeziñ d'ur breur-kaer. Evit mont e-biou d'ar berzh-se e oa ret prouiñ gwerc'hded ar wreg.

Goulennet e voe digant ar pab un aotre da dremen hep ar brouenn a werc'hded. Hagar pab Jul II da embann e miz Kerzu 1503 e oa distaget Herri ha Catalina diouzh al « liamm a nesañded». Graet e voe an eured d'an 11 a viz Mezheven 1509, war-lerc'h marv Herri VII (hervez e c'houlenn). Ha setu Catherine dimezet d'ar roue nevez Herri VIII ha rouanez ipso facto. C'hwec'h bugel a voe ganet ganti, ha ne vevas nemet unan, Mari (1516-1558), a vo rouanez war-lerc'h he zad. Evurus e oa an daou bried, met adalek 1514 e oa brud eus skarzhidigezh gwreg ar roue. En 1519, e c'hanas ar bried-kleiz Elizabeth Blount ur mab hag a voe anvet Henry Fitzroy, hag en 1525 e voe anvet da zug Richmond gant e dad. War-dro 1525 pe 1526 ec'h orgedas Herri VIII ouzh un dimezell d'ar rouanez, anvet Anne Boleyn. Met kaer en doa ar roue ober e voe fin a-walc'h ar plac'h da ziwall he vertuz dioutañ.

Torret an eured[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E 1527 e stagas ar roue, mab ebet dezhañ bepred hervez al lezenn (ur bastard en devoa), da brosezañ da zizimeziñ diouzh Catalina. E-pad c'hwec'h vloaz e voe holl wiraourien ha doueoniourien Europa o studiañ an afer.

Goude he marv[kemmañ | kemmañ ar vammenn]