Mab




Ar mab a vez graet eus bugel ur vamm, pa vez hañval e reizh ouzh hini e dad, ha pa vez hañval ouzh hini ur vamm e vez lavaret ar verc'h.
Komz a reer
- eus ar mab henañ pa vez daou vab,
- eus an hini etrehenañ pa vez tri mab
- eus ar yaouankañ pa reer anv eus an diwezhañ ganet.
Sevenadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Hervez ar c'hiz kozh e oa d'ar mab henañ da genderc'hel labour e dad, hag alies e veze savet evit seveniñ ar gefridi-se. Komz a reer eus gwir ar mab henañ, a veze roet dezhañ an holl beadra a oa en tiegezh, ha ne chome nemet nebeud, pe netra da reiñ d'ar vugale all. Ar merc'hed, pa vezent dimezet ha pa'z aent d'un tiegezh all, a veze roet dezho un tamm argouroù.
En tiegezhioù niverus e veze ar c'hiz reiñ ur mab d'an iliz, hag unan all d'an arme, evel ma veze paeet an tailhoù.
Advabañ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Mab-den[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Anvioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
E meur a sevenadur hag a yezh e vez, pe e veze, anvet ar vibien diwar anv o zad.
Breizh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Chom a ra un aspadenn eus an doare-envel-se en anvioù-tiegezh en ab.
E Kembre[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
E Kembre eo bet advevaet an doare-envel kozh, ma c'haller dilezel an anv Jones, da skouer, pe unan all, mar karer, ha dibab an doare gant ab (pe ap).
E Bro-Saoz[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
E Bro-Saoz (evel en Iwerzhon, Skos, SUA, Sveden) ez echu kalzik a anvioù tiegezh gant ar ger son :
- Jackson, Jameson, Jefferson, Johnson ...
- Wilson...
E Lec'hlenn[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Danmark[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Eno ez echu kalz anvioù gant sen:
- Andersen, Christiansen, Henriksen, Jensen, Sorensen
Norvegia[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Eno ez echu anvioù zo gant sen pe son :
- Ambjørnsen, Christensen, Henriksen...
- Magnusson, Sigurdsson, Odinson...
E Spagn ha Portugal[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
E Spagn e echu gant ez an anvioù savet diwar anv an tad, en es e Portugal:
- Alvarez/Alvares
- Enríquez/Henriques
- Fernández, Hernández /Fernandes
- Rodriguez/Rodrigues
- Martinez/Martins
- González/Gonçalves
- Suarez/Soares
En Iwerzhon hag e Bro-Skos[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Kavout a reer kalz anvioù-tud gant Mac (="mab"). Da skouer : "Mac Thomáis" (mab Thomas), "Mac Domhnaill" (mab Donald), er yezhoù gouezelek. Pe en ur stumm saoznekaet : "MacDonald", "MacLean".
Pennadoù kar[kemmañ | kemmañ ar vammenn]